Avenue des Champs-Élysées

Avenue des Champs-Élysées (distagadur LFE: [av(ə).ny de ʃɑ̃.ze.li.ze]) pe Bali ar Champs-Élysées, a zo ur vali e Pariz e Bro-C'hall. Gant he stalioù cheuc'h, he sinemaioù, he steudadoù gwez kistin-moc'h ez eus anezhi unan eus ruioù brudetañ ha kerañ ar bed. Monumantoù a vez kavet er straed-se, en o zouez emañ an Bolz-enor Pariz hag ar Place de la Concorde. Da 1789 hag ar Reveulzi c'hall e sav an anv-se a ra dave da Ifern an Henc'hresianed. Klevet e vez alies kazetennerien c'hall o lavaret e vije «la plus belle avenue du Monde» (kaerañ bali ar Bed). Degouezhioù bras 'zo a c'hoarvez eno, evel diskeladeg an armeoù bep 14 juillet (ar 14 a viz Gouere), deiz gouel ar Republik. Tennad diwezhañ Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn a echu eno ivez bep bloaz. Diskennet e vez ar "Champs-Élysées" ivez pa c'hoarvez traoù dreistordinal evel gounit kib mell-droad ar Bed...

Bali ar Champ-Élysées
Diskeladeg ar 14 juillet (2008)

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.