Beannchar (An Dún)
(Adkaset eus Bangor (Norzhiwerzhon))
- Evit implijoù all, gwelet Beannchar.
Beannchar[1] pe Beannchor (en iwerzhoneg), pe Bangor e saozneg, zo ur gêr vras e kontelezh An Dún, e Hanternoz Iwerzhon.
Emañ en arvor, war ribl kreisteiz Loch Lao, an aber a liamm Béal Feirste ouzh Mor Iwerzhon. Emañ un 20 km bennak er reter diouzh kreiz kêr Béal Feirste ha tost a-walc'h ivez da aerborzh ar gêr-se. E 2001 e oa annezet gant 58 388 a dud. Ur porzh bigi-plijadur zo e Beannchar, unan eus ar re vrasañ en Iwerzhon.