Bank (azezenn)
Ur bank, ur skaoñ zo ur pezh arrebeuri e c'hall meur a zen azezañ warnañ.
Ar seurt boutinañ, gwechall, a oa gant ur plankenn strizh a-walc'h lakaet a-led war daou damm koad arall lakaet a-serzh da dalvout da dreid ; tri zroad a oa dindan ur plankenn hir-mat, kement ha dougen pouez muioc'h a dud.
En ilizoù protestant hag e kor an ilizoù katolik e vez uheloc'h ha ledanoc'h ar bankoù, hag ur c'hein oute ouzhpenn.
E koad peurliesañ e vezent graet. Gant danvezioù all koulskoude e vez graet ar re a gaver er c'hêrioù d'ar bourmenerien d'ober un diskuizh : mein, simant, plastik hag all. Darn o devez brec'hioù zoken.
Azezañ war bankoù koad eo doare hengounel Breizhiz diwar ar maez da vonet ouzh taol. Boaz kêriz eo ober gant kadorioù.
En ilizoù e oa bankoù ivez evit ar vugale ha kadorioù evit an dud vras. Bankoù hepken a veze er chapelioù, a oa paouroc'h.
-
Bank-arc'h eus marevezh ar roue Charles II of England
-
Bankoù hir en iliz Gustaf Vasa e Stockholm
-
Bank e kêr
-
Bank war ar maez