Digeriñ al lañser pennañ
Banniel Gwiana c'hall

Banniel Gwiana zo benet melen ha gwer gant ur steredenn ruz e-kreiz.

Savet e oa bet ar banniel-se, da gentañ, e 1967 hag implijet e veze neuze gant an Union des Travailleurs Guyanais, sindikad labourerien ar vro. Tamm-ha-tamm eo bet ledet an implij anezhañ gant an dizalc'hourien ha dre ar vro dre vras. E miz Genver 2010 e oa bet degemeret da vanniel ofisiel gant dilennidi kuzul-departamant Gwiana, a-unvouezh.[1]

Arouez koadeg vras ar vro eo al liv gwer hag arouez pinvidigezhioù ar c'hondon eo al liv melen. Ar steredenn, ruz evel ar gwad, zo arouez ar sokialouriezh mennet gant sindikalourien UTG.

Bremañ e vez implijet stank ar banniel-se, gwelet e vez ouzh talbenn ar savadurioù ofisiel e-kichen banniel Bro-C'hall hag hini Unaniezh Europa.

NotennoùAozañ