Banniel Suis
Banniel Suis eo banniel broadel hag ofisiel Kengevread Suis. Ur c'harrez ruz eo gant ur groaz c'hresian[1] wenn en e greiz.
Banniel Suis | |
---|---|
| |
Kenfeurioù | 1:1 |
Kod bannielouriezh |
Banniel war zouar |
Degemeret e | 1848 ; 1899 |
Livioù |
Istor
kemmañDaoust ma n'eo bet degemeret nemet nevezik 'zo (1848) ha reolennet abaoe 1889 e kaver meneg eus ur groaz wenn war ur foñs ruz implijet gant armeoù Suis abaoe ar XIVvet kantved. Diazezet eo war ardamezioù kanton Schwyz, unan eus an tri c'hanton diazez eus ar c'hengevread. Banniel Savoia, ur vro nes, a zo kar dezhañ.
-
Banniel Savoia
Kenfeurioù
kemmañKarrez eo banniel Suis, koulz ha reoù ar c'hantonioù. En tu-hont da Suis n'eus nemet ur Stad er bed a-gement he deus ur banniel karrez : ar Vatikan.
Ar bannieloù en implij war al listri o devez dre vras ar c'henfeurioù boasoc'h 2:3.
-
Banniel Suis evit al listri
Livioù=
kemmañPemp arliv ruz (da nebeutañ) zo bet da vanniel Suis ; er bloaz 2017 ez eo bet termenet ar ruz a-vremañ : MMMM ruz plaen (HTML : #ff0000 / #f00).
Banniel ar Groaz Ruz
kemmañBanniel Suis eo orin hini ar ar Groaz Ruz : eilpennet e oa bet al livioù.
Notennoù
kemmañ- ↑ Kroaz c'hresian : keit-ha-keit eo he brankoù, en em groaz en o c'hreiz.