Barthélemy Boganda
Barthélemy Boganda (4 a viz Ebrel 1910[1] - 29 a viz Meurzh 1959) a oa ur politikour kreizafrikan.
Boganda a voe an den kentañ eus Oubangui-Chari hag a c'hellas ober studioù uhel. Mont a reas da veleg e Bangui ma oa ivez rener ur seminar adalek 1938. E 1946 e voe dilennet da gannad e Bodadenn Vroadel Bro-C'hall. Dizemglev a savas etrezañ hag an Iliz betek ma voe skarzhet e 1949 ha berzet outañ gwiskañ ar soutanenn ha prezegenniñ. E miz Even 1950 e timezas gant Michelle Jourdain, ur c'hallez. Addilennet e voe da gannad e 1951, daoust d'ar gwallvrudañ kaset gant e eneberien (misionerien ha trevadennerien), hag e 1956. E 1956 ivez ec'h eas da vaer Bangui.
Labourat a reas evit sevel Stadoù Unanet Afrika Latin hag a vefe hervezañ un tiriad galloudus en Afrika. En aner e klaskas sevenniñ ar raktres-se ha d'an 1 a viz Kerzu 1958 ec'h embannas ar Republik kreizafrikan, un tiriad hag a glote gant an Oubangui-Chari hepken. Evel prezidant ar gouarnamant e lakaas e plas an ensavadurioù ha krouiñ ar banniel ha pozoù ar c'han broadel.
D'an 29 a viz Meurzh 1959 e varvas en ur gwallzarvoud karr-nij, marteze abalamour d'ur gwalldaol, pac'h ae da Verbérati. Boganda, marvet a-raok dizalc'hiezh e vro, a vez gwelet evel tad krouer ar Republik kreizafrikan.
Notenn
kemmañ- ↑ Dre ne oa ket a varilh boblañs d'ar c'houlz-se e c'hellfe bezañ bet ganet diwezhatoc'h, marteze e 1912