Berbérati
Berbérati eo trede kêr vrasañ Republik Kreizafrika.
Pennlec'h prefeti Mambéré-Kadéï eo, e kornôg ar vro, nepell diouzh an harzoù gant Kameroun. War-dro 80 000 den zo o chom enni. E 1911 e voe roet da Alamagn ha lakaet e trevadenn Neukameroun. Distreiñ a reas e trevadennoù Bro-C'hall da vare ar brezel-bed kentañ.