Battlefield Online (Korean: 배틀필드 온라인) a oa ur c'hoari video doare first person shooter sevent gant Neowiz Games, Electronic Arts EA DICE, hag embannet gant Neowiz Games. Un adsevel e oa d'ar c'hoari Battlefield 2.

Logo Battlefield Online

En desped da-se ar c'heflusker video implijet er c'hoari Battlefield Online a oa hini Battlefield 2142 gant kemmadurioù, ar Refractor Engine 2. Degas a rae gwelladennoù video da geñver hini gwirion Battlefield 2. Savet e oa bet gant Neowiz Games ur studio eus Su Korea dindan evezh Electronic Arts a oa perc'henn ar gwirioù. Kroget e oa bet an testoù gant un doare beta eil doare. Battlefield Online a roe an tu da gaout emgannoù gant ur c'hant c'hoarier bennak asambles pezh na oa ket tu gant Battlefield 2. Digoret e oa bet ar c'hentañ test doare beta d'an 30 a viz Meurzh 2010. Ar servijerien c'hoari a oa bet lammet d'an 21 a viz Mae 2013.