Battlestar Galactica (stirad skinwel, 1978)
- Evit implijoù all, gwelet Battlestar Galactica.
Battlestar Galactica zo ur stirad skinwel skiant-faltazi stadunanat krouet gant Glen A. Larson hag a voe mammen d'ar Frañchiz Battlestar Galactica. An aktourien penn a oa Lorne Greene, Richard Hatch, ha Dirk Benedict. An istor a roe tro da heuliañ dreistbeverien an denelezh el lestr-egorel Battlestar Galactica ha nebeut reoù all o terc'hout rak ar Cylons. Skignet eo bet e 1978–1979 evit ar c'houlzad unan ha paouezet eo bet goude 24 lodenn.
Titl | Battlestar Galactica |
---|---|
Labour da-heul | Battlestar Galactica, Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004) |
Tachenn | stirad skinwel skiant-faltazi |
Krouet gant | Glen A. Larson |
Skigner orin | American Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 17 Gwe 1978 |
Deiziad echuiñ | 29 Ebr 1979 |
Deiziad embann | 1978 |
Sevener | Winrich Kolbe, Donald P. Bellisario, Richard A. Colla, Alan J. Levi, Vince Edwards |
Sonaozer | Stu Phillips |
Dasparzher | NBCUniversal Syndication Studios |
Roll an tudennoù | list of Battlestar Galactica characters |
Roll ar rannoù | list of Battlestar Galactica (1978 TV series) and Galactica 1980 episodes |
Has spin-off | Galactica 1980 |
Media franchise | Battlestar Galactica |
E 1980, e voe kendalc'het ar stirad gant 10 lodenn ouzhpenn evel Galactica 1980. Levrioù a zo bet skrivet ivez evit kenderc'hel an istor diazez. Battlestar Galactica a voe adsavet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ur ministirad ha goude-se ur stirad skinwel sizhuniek.
An istor
kemmañEn ur sistem egorel pell diouzhomp, an 12 Trevadenn denel a zo darbet dezhi bezañ trec'h er brezel mil bloaz a-enep ar re Cylons, robotoù brezel savet gant ur ouenn stlejvil aet da get. Ar re-se a vefe bet riñset dre ar Cylons bet krouet ganto. A-benn ar fin eo taget an denelezh gant un dagadenn brim ha trec'het. Harpet eo bet o enebourien gant an treitour den Baltar (John Colicos).