Bernart Etxepare

(Adkaset eus Beñat Exepare)

Bernart Etxepare, pe Bernat Etxepare pe Beñat Etxepare, ganet e Sarasketa e Nafarroa Beherea, (1480-1545), zo ur skrivagner euskarek hag ur beleg katolik, an hini a skrivas al levr kentañ en euskareg.

Linguæ Vasconum Primitiæ eo anv e levr nemetañ, moulet e Bourdel en 1545, anezhañ un dastumad barzhonegoù relijiel ha direlijiel en euskareg.

Adal neuze e vo tud desket o plediñ gant ar yezh-se.

Kontrapas

kemmañ

Ur meulgan d'an euskareg eo ar varzhoneg Kontrapas, ha gant Xabier Lete e vo savet un ton dezhi er bloavezhioù 1960

Heuscara ialgui adi campora
Garacico herria
Benedica dadila
Heuscarari eman dio
Behar duyen thornuya.
Heuscara
Ialgui adi plaçara
Berce gendec vste çuten
Ecin scriba çayteyen
Oray dute phorogatu
Enganatu cirela.
Heuscara
Ialgui adi mundura
Euskara, kae er-maez.
Garazi
Ra vo benniget
D'an euskara he deus roet
Ar renk a dle da gaout
Euskara,
Kae d'al leurgêr.
Ar pobloù all a soñje ganto
Ne c'halled ket e skrivañ.
Bremañ o deus gwelet
E oant faziet.
Euskara,
Kae d'ar bed.
E-touez ar yezhoù gwechall
Ne oas ket gwall istimet.
Bremañ er c'hontrel e rankez bezañ
Enoret dre holl.
Euskara,
Kae dre ar bed
An holl re all zo erruet
E barr o brud.
Bremañ e savo-eñ
Dreist an holl re all
Euskara !
Istimet eo Euskariz gant an holl dud,
Betek gant ar re na ouzont ket euskareg,
An holl dud a glevo
Bremañ petra eo an euskara.
Euskara !
Mard dout chomet betek-hen
Hep bezañ moulet
Hiviziken ez i
Dre ar bed.
Euskara !
Bremañ,
Ne gaver yezh er bed ,
Nag ar galleg na re all,
Par d'an euskara.
Euskara,
Kae da zañsal

Liamm diavaez

kemmañ

Contre-pas gant Bernat Etxepare, 1545

Pennadoù kar

kemmañ