Beretta 951
Ar Beretta Modello 951 pe Beretta M1951 (hec'h anv ofisiel e arme Italia) zo ur bistolenn damaotomatek italian produet adalek 1951 gant an embregerezh Beretta.
Beretta 951 | |
---|---|
Ur Beretta 951 (pe M1951) | |
Kinnig | |
Bro | Italia |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum 7,65 × 21 mm Parabellum |
Produer | Fabbrica d'armi Pietro Beretta |
Mare implij | 1953 – 1982 (Arme Italia) |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 0,870 kg |
Hirder | 203,2 mm |
Hirder ar c'hanol | 114 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 350 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Adstummoù | M1951-A, M951/57, M952 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Orin ha mont en-dro
kemmañGoude an Eil Brezel-bed e felle d'an arme italian kaout ur bistolenn damaotomatek nevez kambret e 9 × 19 mm Parabellum, a oa dija kartouchenn standart an armoù-dorn e kalz broioù eus Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. Karget e voe Beretta da sevel un arm-dorn nevez. Ganet e voe an M1950, met ne voe ket dalc'het : mont a rae en-dro gant ar memes sistem distro gazoù evel hini an M1934, ha re wan e oa ar sistem-se evit anduriñ galloud ar munisionoù 9 mm Parabellum.
Dibabet e voe neuze ober gant ur sistem argil berr ha n'eo ket gant an distro gazoù[1]. Choazet e voe implijout ur gulasenn vlodet, gant ar memes sistem morailh-gulasenn hag hini ar Walther P38. Brasoc'h e oa an M1951 evit pistolennoù kent ar merk, M1915 hag M1934 en o zouez[2]. Ne voe ket anvet Modello 1951 gant Beretta peogwir e tibabas ar merk reiñ tri sifr diwezhañ o bloavezh-krouiñ d'o armoù nevez adalek 1948[2].
Servijout a reas an 951 da ziazez evit ar Beretta 92, pistolenn vrudetañ ar merk, er bloavezhioù 1970.
Adstummoù
kemmañ- M1951-A : stumm aotomatek savet diwar c'houlenn ar servijoù sekred italian, dezhañ un eil dornell evit aesaat kontroliñ an arm pa denner a-dennadegoù hag ur c'harger uheloc'h e endalc'had (10 kartouchenn e-lec'h 8).
- M951/57 : stumm hiroc'h e ganol (150 mm) ha dezhañ ur c'houch hag un driv reoliek, savet diwar c'houlenn ar c'horonal egipsian Berhama.
- M952 : stumm e 7,65 mm Parabellum diorroet evit ar siviled, a oa difennet dezhe ober gant an 9 mm Parabellum en Italia d'ar poent-se.[2]