Bernart Etxepare, pe Bernat Etxepare pe Beñat Etxepare, ganet e Sarasketa e Nafarroa Beherea, (1480-1545), zo ur skrivagner euskarek hag ur beleg katolik, an hini a skrivas al levr kentañ en euskareg.
Linguæ Vasconum Primitiæ eo anv e levr nemetañ, moulet e Bourdel en 1545, anezhañ un dastumad barzhonegoù relijiel ha direlijiel en euskareg.
Adal neuze e vo tud desket o plediñ gant ar yezh-se.
Ur meulgan d'an euskareg eo ar varzhoneg Kontrapas, ha gant Xabier Lete e vo savet un ton dezhi er bloavezhioù 1960
- Heuscara ialgui adi campora
- Garacico herria
- Benedica dadila
- Heuscarari eman dio
- Behar duyen thornuya.
- Heuscara
- Ialgui adi plaçara
- Berce gendec vste çuten
- Ecin scriba çayteyen
- Oray dute phorogatu
- Enganatu cirela.
- Heuscara
- Ialgui adi mundura
|
- Euskara, kae er-maez.
- Garazi
- Ra vo benniget
- D'an euskara he deus roet
- Ar renk a dle da gaout
- Euskara,
- Kae d'al leurgêr.
- Ar pobloù all a soñje ganto
- Ne c'halled ket e skrivañ.
- Bremañ o deus gwelet
- E oant faziet.
- Euskara,
- Kae d'ar bed.
- E-touez ar yezhoù gwechall
- Ne oas ket gwall istimet.
- Bremañ er c'hontrel e rankez bezañ
- Enoret dre holl.
- Euskara,
- Kae dre ar bed
- An holl re all zo erruet
- E barr o brud.
- Bremañ e savo-eñ
- Dreist an holl re all
- Euskara !
- Istimet eo Euskariz gant an holl dud,
- Betek gant ar re na ouzont ket euskareg,
- An holl dud a glevo
- Bremañ petra eo an euskara.
- Euskara !
- Mard dout chomet betek-hen
- Hep bezañ moulet
- Hiviziken ez i
- Dre ar bed.
- Euskara !
- Bremañ,
- Ne gaver yezh er bed ,
- Nag ar galleg na re all,
- Par d'an euskara.
- Euskara,
- Kae da zañsal
|