Bernhard Horwitz (Benjamin e oa e anv-bihan da gentañ) a zo bet ganet d'an 10 a viz Mae 1807 e Neustrelitz (Alamagn) ha marvet d'an 29 a viz Eost 1885 e Londrez (Bro-Saoz).

Mestrc'hoarier echedoù alaman hag aozer studiadennoù echedoù.

Skoliataet e voe e Berlin (Alamagn) ha studiañ a reas an arzoù. Adalek 1837 betek 1843 e kemeras perzh er strollad c'hoarierion " ar Pleiaded". Da Londrez ez eas e 1845. E 1846 e kollas ur match a-enep da Lionel Kieseritzky, hag unan all a-enep da Howard Staunton, (15.5/8.5). Ar gwellañ taol bet graet gantañ a oa bet bout trec'h war Henry Bird e 1851. Kemer a reas perzh er c'hentañ tournamant etrebroadel e Londrez e 1851: gounit a reas a-enep da Henry Bird en droiad kentañ, koll a reas a-enep da Howard Staunton en eil hini, ha pilet e voe gant J. Szen en trede hini.

Oberenn skrivet

kemmañ
  • A-gevred gant Josef Kling e skrivas Chess Studies (1851), ul levr brudet, gouestlet d'ar studiadennoù a-zivout an dibennoù-partienn ha d'an dibennoù-partienn dre vras.
  • Studiadennoù er c'hazetennoù:
    • Westminster Papers,
    • The City of London Chess Magazine,
    • The Chess Monthly.

Ul levr diwar e benn

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ