Bethesda Softworks
embanner c'hoarioù video stadunanat
Bethesda Softworks LLC zo un embanner c'hoarioù video stadunanat diazezet e Rockville, Maryland. An embregerezh a zo bet krouet gant Christopher Weaver e 1986 evel ur rann eus Media Technology Limited, hag e 1999 e oa ur skourr eus ZeniMax Media. E-pad ar c'hentañ pemzek vloaz e oa ur sevener c'hoarioù video oc'h embann e c'hoarioù.
Bethesda Softworks
Tachenn obererezhioù | video game industry ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1986 ![]() |
Anvet diwar | Poull Betesda ![]() |
Diazezer | Christopher Weaver ![]() |
Pennrener | Todd Howard ![]() |
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Furm lezennel | limited liability company ![]() |
Lec'h diazez | Bethesda ![]() |
Perc'hennet gant | Microsoft ![]() |
Aozadur mamm | ZeniMax Media ![]() |
Isaozadur | Bethesda Game Studios, Sparkypants Studios ![]() |
Sez sokial | Rockville ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://bethesda.net/ ![]() |
Hashtag | bethesda ![]() |

E 2001, Bethesda a grou ur skourr seveniñ c'hoarioù video anvet Bethesda Game Studios, Bethesda Softworks a dro neuze d'an embann nemetken. Embann a ra hiziv-an-deiz c'hoarioù ZeniMax Online Studios, id Software, Arkane Studios, MachineGames, Tango Gameworks ha re Bethesda Game Studios Austin.
Barnadennoù
kemmañMeur a wech ez eus bet prosezioù a-enep pe gant Bethesda Softworks:
- E miz Gwengolo 2009, Bethesda Softworks a zouge klemm a-enep Interplay Entertainment a-zivout kudennoù gwirel war an heuliad c'hoarioù video Fallout. Goude un emgann war tachenn ar gwir, diskoulmet e voe ar gudenn er bloavezh 2012. Interplay a reseve 2 milion US$, padal Bethesda Softworks a c'houneze ar gwir da seveniñ ur c'hoari Fallout doare MMO, ar gwirioù war ar c'hoarioù Fallout Tactics, Fallout ha Fallout 2 goude an 31 a viz Kerzu 2013.