Digeriñ al lañser pennañ
Poull Betesda e Jeruzalem

Bez' emañ poull Betesda pe Betzata e Jeruzalem, e-kichenn Dor Sant-Stefan (anvet c'hoazh Dor al Leoned pe Dor an Deñved) hag iliz santez Anna.

War-dro 200 a-raok Jezuz-Krist e lakaas ar beleg-bras Simon II kleuzañ eno daou boull a 13m a zonder kichenn-ha-kichenn, ha kement-se da gaout dour evit servij an Templ. Diwezhatoc'h, er c'hentañ kantvet a-raok Jezuz, e oe implijet ar c'heviou e-kichenn da gibellañ, rak an dour, war a lavared, en doa vertuz da bareañ an dud. Tost da unan eus ar re-se oa ar paour-kêz den seizet e izili ha pareet gant Jezuz, nann dre vertuz an dour, met dre e gomz (Yann 5,1-18).

rivinoù an iliz bizanteg, e-kichenn Poull Betesda

Da vare an impalaer Hadrian e oe savet eno un templ gouestlet da Serapis, doue ar pareañs.
Er 5et kantvet eo un iliz vraz bizanteg, dezhi 45m a hirder, a oe batiset war al lec'h, en eñvor d'ar pare roet gant Jezuz. Pa oe kempennet er 7et kantvet, e veze graet eñvor eno ivez eus ginivelezh ar Werc’hez Vari, rak hervez rag-aviel Jakez e veve Anna ha Joakim eno peogwir e oa ganet Mari e-kichenn an Templ.

Ar Groazidi a zispartias an daou dra : war lec'h ar poulloù e savjont ur manati gwazed ha, war ar vougevioù, iliz santez Anna. Houmañ emañ un iliz romaneg hag eo perc’hennet gand Bro-C'hall[1].

NotennoùAozañ

Gwelet ivezAozañ