Iliz santez Anna Jeruzalem
Iliz santez Anna zo un iliz katolik e kêr gozh Jeruzalem, e-kichenn poull Betesda ha Dor Sant-Stefan. Eno e vez graet eñvor eus ginivelezh ar Werc’hez Vari, rak hervez rag-aviel Jakez e veve Anna ha Joakim eno peogwir e oa ganet Mari e-kichenn an Templ.
War lec'h poulloù Betesda e savjont ar Groazidi ur manati gwazed ha, war ar vougevioù iliz santez Anna. Houmañ emañ un iliz romaneg hag eo perhennet gand Bro-C'hall. En nev, a-zehou, skalieroù a gas d'ur chapel-dindan-douar : hervez ar Groazidi e oa eno ti Anna ha Joakim[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 108.
Skeudennoù
kemmañ-
iliz santez Anna Jeruzalem
-
an iliz gwechall
-
keur an iliz
-
delwenn santez Anna e-barzh an iliz
-
er chapel-dindan-douar