Bettany Hughes zo un istorourez, skrivagnerez hag embannerez saoz. Ganet eo d'ar 14 a viz Mae 1967 hag arbennikaet eo war an Henamzer klasel.

Bettany Hughes
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBettany Hughes Kemmañ
Anv-familhHughes Kemmañ
Deiziad ganedigezh1968 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
TadPeter Hughes Kemmañ
Breur pe c'hoarSimon Hughes Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micheristorour, classical scholar, kazetennerezh skinwel, kelenner skol-veur Kemmañ
Tachenn labourclassical antiquity Kemmañ
Bet war ar studi eSt Hilda's College, Notting Hill and Ealing High School Kemmañ
Prizioù resevetBBC 100 Women, Officer of the Order of the British Empire, Fellow of the Society of Antiquaries, Medlicott Medal Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bettanyhughes.co.uk/ Kemmañ
Bettany Hughes e 2013.
Michael Buerk ha Bettany Hughes dirak ar British Museum e Londrez e 2012.

Labouret he deus kalz evit ar radio hag ar skinwel saoz.

Hughes a voe ganet ha desavet e kornôg Londrez. C'hoar eo d'an aktour Peter Hughes ha d'ar c'hoarier kriked ha kazetenner Simon Hughes.

Istorourez

kemmañ

Evel istorourez he deus labouret alies war ar merc'hed gant ur sell benelour[1]. Hughes a zo bet pedet alies e skolioù-meur SUA, Aostralia, Alamagn, Turkia hag Izelvroioù evit komz eus sujedoù lies evel Elena Troia, muzul an amzer er gevredigezh islamek.

Kleweled

kemmañ

Brudet eo Hughes dre m'eo bet gwelet ha klevet alies er radio pe er skinwel. Skrivet pe kinniget he deus teulfilmoù, heuliadoù war sujedoù an Henamzer pe reoù modern evit an National Geographic, BBC, Discovery Channel, PBS, The History Channel ha Channel 4.

Adalek miz Gouhere 2012 e oa kroget da ginnig an heuliad teulfilmoù istorel Britain's Secret Treasures war ITV gant Michael Buerk.

Enoret eo bet alies evit he labourioù e bed ar c'hleweled. E 2009 e voe enoret gant Naomi Sargant gant priz ispisial an deskadurezh dre ar c'hleweled.

Buhez personel

kemmañ

Hughes a zo dimezet gant Adrian Evans, hag a oa bet e 2012, penn an adsevel istorel evit laouenlid diamant Elizabeth II. Daou vugel a zo gant ar c'houblad.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ