Black Mirror (Melezour du) zo ur stirad skinwel skiant-faltazi saoz krouet gant Charlie Brooker, gant Charlie Brooker hag Annabel Jones evel produourien. Ar stirad a zo unan oc'h implij kalz ar fent du, o vurutellañ ar gevredigezh a-vremañ dre sell an teknologiezhoù nevez. Pep lodenn a zo distag, hag a dremen pe en amzer vremañ pe en un dazont tost. Ar wech kentañ ma voe skignet ar stirad er skinwel a voe war Channel 4, e miz Kerzu 2011. E miz Gwengolo 2015, Netflix a brene ar stirad, koumanantet e oa bet 12 lodenn met a-benn ar fin e voe rannet an 12 a div heuliad 6 lodenn. Ar pevare heuliad a voe embannet d'an 29 a viz Kerzu 2017.

Black Mirror a oa bet awenet gant ar stiradoù doare antologiezhoù evel The Twilight Zone, ar re-se a oa deuet a-benn da gaout ur sell burutellus hag a-vremañ, hep bezañ c'hwennet. Brooker en devoa savet Black Mirror evit lakat war-wel penaos e oa deuet Mab-den da vezañ e-dalc'h ouzh an teknologiezhoù, o sevel istorioù mennet gant ar soñj "the way we live now – and the way we might be living in 10 minutes' time if we're clumsy."

Ar stirad a zo bet degemeret mat hag a zo deuet a-benn da dreuziñ harzoù ar Rouantelezh-Unanet evit tizhout ar bed, dreist-holl Stadoù-Unanet Amerika goude bezañ bet ouzhpennet war Netflix e miz Kerzu 2014. E 2017, an teir lodenn "San Junipero" o devoa degaset un enor d'ar stirad Black Mirror ur primetime Emmy Award, evit un "Outstanding Television Movie and Outstanding Writing for a Limited Series, Movie, or Dramatic Special" evit Brooker.