Blanca Garcés Navarra
Blanca Garcés Navarra pe Blanca de Garcés Navarra e spagnoleg (Laguardia, 1137-1156), a oa infantez Navarra ha rouanez Kastilha. Merc'h e oa da Garcia Ramirez Navarra ha Marc'harid de Laigle.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa da Sancho III El Deseado, roue Kastilha, mab da Alfonso VII el Emperador, roue Kastilha ha León, Daou vab he doe:
- Alfonso VIII Kastilha (1155-1214), roue Kastilha war-lerc'h e dad ; a-hed e ren e vrezelas ouzh e genderv Alfonso IX León (mab da Fernando II León) hag ouzh an Almohaded, ha trec'h e voe war ar re-se en emgann Navas de Tolosa, en 1212, skoaz-ouzh-skoaz gant ar rouaned Pedro II el Católico, roue Aragon, ha Sancho VII el Fuerte, roue Navarra; beziet e voe en Manati las Huelgas de Burgos, bet diazezet gantañ.
- García de Castilla (1156-1156). Beziet en Manati San Pedro de Soria.
He marv
kemmañMervel a reas er gwentloù, o c'henel hec'h eil mab.