Alfonso VII el Emperador
Alfonso VII (1105-1157), lesanvet el Emperador (an Impalaer) a oa roue León ha roue Kastilha.
Ganet e oa e Caldas de Reis, e proviñs Pontevedra, d'ar 1añ a viz Meurzh 1105. Mab e oa d'ar rouanez Urraca Iañ León ha d'ar c'hont Raimundo de Borgoña. Eñ an hini a voe kentañ roue Leon eus Tiegezh Borgoña (a echuas gant marv Pedro Iañ Kastilha.
Adkemer a reas mennad kozh Alfonso III hag Alfonso VI, ma voe kurunennet d'ar 26 a viz Mae 1135 Imperator totius Hispaniae (Impalaer Spagn) en iliz-veur León.
Dimezioù ha bugale
kemmañE 1128, e kastell Saldaña, gant Berenguela Barcelona, merc'h da Ramón Berenguer III, kont Barcelona, ha bugale o doe
- Sancho III Kastilha (1134–1158), roue Kastilha war-lerc'h e dad;
- Ramón Kastilha (ganet war-dro 1136). N'ouzer ket pegoulz e varvas.
- Sancha Kastilha (1137–1179), dimezet da Sancho VI, roue Navarra.
- Fernando II León (1137–1188). Roue León war-lerc'h e dad.
- Constanza (1136–1160). Dimezet en 1154 da Loeiz VII, roue Bro-C'hall.
- García Kastilha (1142–1146).
- Alfonso García Kastilha (1144/1146–c. 1149]). Beziet e manati San Clemente Toledo.
E 1151 ec'h addimezas da Riquilda Pologn merc'h d'an dug Ladislao II an Dizouar. Daou vugel o doe:
- Fernando Kastilha (1153–1155).
- Sancha Kastilha (1155–1208). Dimezet en Zaragoza en 1174 da Alfonso II Aragon.
Gant e serc'h Gontrodo Pérez en doe ur verc'h :
- Urraca la Asturiana (1133–1189). Dimezet en 1144 d'ar roue García Ramírez de Pamplona.
Gant e bried-kleiz Urraca Fernández de Castro, merc'h da Fernando García de Hita ha da Estefanía Ermengol, intañvez ar c'hont Rodrigo Martínez, en doe ur verc'h:
- Estefanía Alfonso la Desdichada, ganet entre 1139 ha 1148 ha marvet en 1180. Dimezet da Fernando Rodríguez de Castro el Castellano, a lazhas anezhi en 1180, darvoud a awenas Félix Lope de Vega y Carpio da skrivañ La desdichada Estefanía, en 1604.