Sancho III Kastilha
Sancho III Kastilha (1134-1158) a oa roue Kastilha.
Mab e oa da Alfonso VII el Emperador, roue Kastilha ha León, ha d'e bried Berenguela Barcelona (1116 - 1149), merc'h da Ramon Berenguer III, kont Barcelona, ha d'e bried Dulce Provañs; breur e oa da Fernando II León.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas da Blanca Garcés Pamplona, merc'h da García Ramírez, roue Pamplona, daou vab o doe:
- Alfonso VIII Kastilha (1155-1214), roue Kastilha war-lerc'h e dad ; a-hed e ren e vrezelas ouzh e genderv Alfonso IX León hag ouzh an Almohaded, ha trec'h e voe war ar re-se en Emgann Las Navas de Tolosa, en 1212.
- García de Castilla (1156-1156). Beziet e voe e Manati San Pedro de Soria.
Koulskoude, hervez dihelloù zo, n'en doe Sancho III nemet ur mab, an infant Alfonso, a varvas e vamm Blanca Garcés Navarra ouzh e c'henel, hag a renas war lerc'h e dad.
E varv
kemmañMervel a eure en 1214 ha beziet e voe e Manati an Huelgas de Burgos, a oa bet diazezet gantañ.