Blodeuwedd
Ur plac'h hud eo Blodeuwedd krouet gant ar strobinellerien Gwydion fab Dôn ha Math fab Mathonwy da vout pried da Lleu Llaw Gyffes. Hec'h istor a lenner er Mabinogi, e skourr Math fab Mathonwy.
Mojenn Blodeuwedd
kemmañKrouet eo bet Blodeuwedd gant Gwydion ap Dôn ha Math fab Mathonwy, diwar bleunioù derv, banal ha rouanez-ar-pradeier, da vout pried da Lleu Llaw Gyffes. Ar bravañ maouez zo er bed eo-hi. Aet eo da chom gant he fried Lleu Llaw Gyffes da Domen y Mur, lec'hienn ur c'hreñvlec'h roman kozh e-kichen Trawsfynydd hiziv.
Un deiz ez eas Lleu da welout ar roue Math d'e lez, e Caer Dathyl. E-keit-se e tegouezhas, en e di, Gronw Pebyr, aotrou Penllyn, a oa o chaseal er vro. Ha Blodeuwedd da orgediñ ouzh Gronw Pebr. Hag an daou da itrikañ lazhañ Lleu. Met n'halle ket Lleu bezañ lazhet evel un den ordinal.
Gerdarzh
kemmañSavet e vije anv Blodeuwedd diwar blodau (bleuñvenn) ha gwedd (gwez). Met un adstumm zo, Blodeufedd, diwar blodeu ha medd (mez, chouchenn).
Lennegezh
kemmañGant Saunders Lewis eo bet savet ar pezh anvet Blodeuwedd, diazezet war ar vojenn.
Film
kemmañUr film, Tylluan Wen zo bet graet e 1997 gant ar gompagnunezh Ffilmiau'r Nant evit S4C, diwar romant Angharad Jones, Y Dylluan Wen.
Levrlennadur
kemmañ- W.J. Gruffydd, Math Vab Mathonwy (Caerdydd, 1928). Skrid orin ha troidigezh saoznek.
- Ifor Williams (gol.), Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, 1930)