Arabat droukveskañ Penllyn, ur bastell-vro a zo e Gwynedd, ha Pen-llin, ur gêriadenn e Bro Morgannwg.

Penllyn eo anv ar bastell-vro, e Kembre, en-dro da Llyn Tegid hag Y Bala e Meirionnydd (e gevred Gwynedd). Enni emañ ploueoù Llandderfel, Llanfor, Llangywair, Llanycil ha Llanuwchllyn. Brudet eo Penllyn dre ma'z eo pinvidik sevenadur kembraek ar vro, al lennegezh. Korn "Y Pethe", an hini eo, ar vojenn skrivet gant Llwyd o'r Bryn.

Kantrev Penllyn

kemmañ

Er Grennamzer eo ur c'hantrev e oa Penllyn. E Caer Gai, e-kichen Llyn Tegid, edo al lez, met kaset e voe da Y Bala goude. Etre rouantelezh Gwynedd ha Rouantelezh Powys edo ar c'hantrev. Un domani dizalc'h e oa moarvat a orin. Liammet eo an haroz mojennel Gronw Pebyr eus Penllyn ouzh Math fab Mathonwy e pevare skourr ar Mabinogi.

Ur c'hornad a bouez e oa da rouaned Gwynedd dre ma oa etre Ardudwy ha Meirionnydd er c'hornôg, ha Glyndyfrdwy er reter. Klask a raent bout mistri war ar vro evit diwall diouzh arsailhoù rouaned Powys er reter.

Adalek 1284 e voe staget ouzh Meirionnydd hag Ardudwy d'ober Sir Feirionnydd.

Kombodoù

kemmañ

Daou gombod a oa:

Tud brudet Penllyn

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Geraint Bowen, Penllyn (1967)
  • Elwyn Edwards, Blodeugerdd Penllyn (1983)