Boba Fett

Boba Fett zo un dudenn ijinet e bed ar frañchiz Star Wars. El lodenn Star Wars Episode V: The Empire Strikes Back (1980) e vez kefridiet gant Darth Vader da harzañ Han Solo. Adwelet a reer an dudenn e palez Jabba the Hutt el lodenn Episode VI: Return of the Jedi (1983). E 1997 e voe ouzhpennet er film Star Wars Episode IV: A New Hope (1977). Er film en a-raok Episode II: Attack of the Clones (2002)eo displeget ez eo an dudenn ur c'hlon eus ar chaseour prim Jango Fett , hag en devoa desavet anezhañ evel e vab. Boba a vez gwelet ivez e lodennoù ar stirad skinwel tresadennoù-bev The Clone Wars (2008), evel-se e voe savet ul liamm etre an daou heuliad filmoù.

Unwisk Boba Fett

Boba Fett a vez adkavet alies e bedoù disheñvel awenet gant Star Wars. Dreistbevet en deus eus darvoudoù Return of the Jedi dre ar bed ledanaet padal e oa sañset mervel. Brudet mat eo an dudenn e-touez reoù ar frañchiz Star Wars ; deuet eo da vezañ un arouez eus ar bed-se.