Han Solo

tudenn Star Wars

Han Solo a zo un dudenn ijinet eus bed ar filmoù skiant-faltazi Star Wars.
Ar c'hentañ gwech ma voe taolennet an dudenn a voe er c'hentañ film eus an heuliad filmoù, Episode IV : A New Hope (Rann IV : Ur spi nevez), e 1977.

Adsevel cosplay d'an tudennoù priñsez Leia, Chewbacca hag Han Solo (2011).
Banniel an Emglev Rebell

Ur floder eo Han Solo, blenier al lestr-egor Millennium Falcon gant e gamarad Chewbacca. An div dudenn en em gav engouestlet er stourm etre ar rebelled hag an Impalaeriezh Galaktek. Tudennoù emgar zo anezho, difoutre eus ar re all ha liverien gevier, met dont a reont goustadik da vezañ pouezus da geñver ar stourm a-enep diktatouriezh an impalaer Palpatine.