Star Wars: Episode IV – A New Hope
Star Wars a zo ur film Amerikan doare space opera deuet er maez e 1977, skrivet ha sevenet gant George Lucas. Adalek ar bloavezh 2000 ez eo adtitlet da Star Wars Episode IV: A New Hope (Star Wars Rann IV : Ur Spi nevez) goude ma vefe deuet er-maez ar rann I.
Rann eus | National Film Registry |
---|---|
Anv berr | Siih Náhásdlįįʼ |
Titl | Star Wars |
Anv kuzh ar raktres | Blue Harvest |
Heuliad | Star Wars, Star Wars original trilogy |
Heuliet gant | The Star Wars Holiday Special |
Tachenn | Space opera, Ar skiant-faltazi er Sinema, film birvidik, film avantur, coming-of-age fiction |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Levezonet gant | The Dam Busters, Dune, The Hidden Fortress |
Sevener | George Lucas |
Senarioour | George Lucas |
Aktour mouezh | James Earl Jones |
Produer dileuriet | George Lucas |
Rener ar skeudennaouiñ | Gilbert Taylor |
Frammer filmoù | Paul Hirsch, Marcia Lucas, Richard Chew, George Lucas |
Production designer | John Barry |
Penn ar sevel kostumioù | John Mollo |
Sonaozer | John Williams |
Produer | Gary Kurtz, Rick McCallum, George Lucas |
Embregerezh produiñ | Lucasfilm |
Pladenn ar sonerezh | Star Wars |
Lec'h an istor | Tatooine, Death Star, Yavin IV |
Lec'h filmañ | Guatemala, Kalifornia, Tunizia, Arizona |
Aspect ratio (W:H) | 2.35:1 |
Liv | liv |
Hollved faltaziek | Star Wars universe |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Australian Classification | PG |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur ar CNC (Roumania) | A.P. - 12 |
Renkadur EIRIN film | G |
Renkadur Kijkwijzer | 12 |
Renkadur MPAA | PG |
Lec'hienn ofisiel | https://www.starwars.com/films/star-wars-episode-iv-a-new-hope |
Deskrivet en URL | http://www.movist.com/movist3d/movie.asp?mid=110 |
Assessment | Test Bechdel, reverse Bechdel Test, Mako Mori test |
Renkadur Medierådet | For ages 12 and up |
Media franchise | Star Wars |
Endro e-lec'h e tispak | fictional desert planet, fictional moon, fictional space station |
Kentañ film ar saga Star Wars eo dre e vloavezh dont er-maez, met ar pevare film hervez linen amzer hollved Star Wars an hini eo. Kentañ rann an teir-oberenn orin eo. Trede film hir George Lucas eo ivez.
Diverrañ
kemmañDarvoudoù ar film a dremen 19 bloaz goude darvoudoù Dial ar Sith (deuet er maez e 2005). Kontañ a ra troioù an Emglev Rebell, un aozadur o klask distruj Steredenn ar Marv ul lestr egor ment un loar a c'hell distrujañ ur blanedenn en he fezh, krouet gant an Impalaeriezh Galaktek. Tapet daoust dezhañ er berc'h galactikel, ar micherour labour-douar yaouank Luke Skywalker en em enroll gant an tu rebell goude ma voe lazhet e familh gant soudarded impalaerel. Dizoloet gantañ galloudoù an Nerzh diwar kelenn e mentor Obi-Wan Kenobi, drouklazhet buan gant ar fallakr Dark Vador, Luke à implijo e c'halloudoù nevez evit distruj Steredenn ar Marv e dibenn ar film.
Istor sevenadur ar film
kemmañKroget eo George Lucas da skrivan ar senario e 1973. Daou bloaz eo padet preproduiñ ar film. Troet eo bet etre miz Meurzh ha miz Gouere 1976, e studioù Elstree e bro-Saoz evit an darn vrasañ met ivez e bro-Tunisia evit maeziadoù ar blanedenn Tatooine. Savet ha renet eo bet sonerezh ar film gant John Williams. Amlaouen eus efedoù ispisial e film e voe adaozet e 1997 gant effedoù niverek.
Awenet eo ar film diouzh ar westernioù, ar filmoù sabr, ar filmoù brezel hag an heuliadoù skiant-faltazi. Implij a ra beaj an haroz evel diazez da gontañ an istor. Ur spi nevez a zo un trec'h kenwerzhel ha buruellat. Aet eo kalzig prizioù gantañ, en o zouez seiz Oscar.
Tudennoù pennañ
kemmañ- Luke Skywalker : ur paotr yaouank desavet en un ti-feurm gant e eont Owen hag e moereb Beru war ar blanedenn dezerzel Tatooine. Barrek eo evit ar mekanikoù hag ar bleniañ. Un huñvre a zo gantañ hepken, kuitaat an ti-feurm familh evit mont da vevan troioù.
- Han Solo : ur floder o labourat evit an trafiker galloudus Jabban en Hutt an hini eo. E-kerzh ur veaj flodiñ ez eo lakaet war harz gant ur vatimant impalaerel. Evit chom hep bezañ harzet e banno en ec'honder e vac'hadourezh. Adalek an darvoud-se e c'houlenn Jabba un digoll evit bezañ distrujet e vac'hadourezh.
- Prinsez Leia Organa : merc'h adverc'hed Bail Organa, unan eus pennoù bras an Emglev Rebell eo hi. Tremenet en deus he bugaleaj war planedenn sioul Alderaan. Abred en em lañs war ar politikerezh hag e emell gant an nerzhioù rebell. Deuet da vezañ senadourez he flanedenn, e implij he divec'h diplomatel evit unaniñ eneberien an impalaerezh.
- Moff Bras Tarkin : orin eu ur familh aristokratel galloudus et tibab ober e hent evel ofiser milourel. Ambision a zo gantañ met morc'hed ebet, ha buan ez eo merzhet gant an impalaer da zont Palpatine hag a aesao e krapadenn e kerzh brezl ar c'hlonoù. Da c'houde embannadenn an Impalaeriezh Galaktek, ez eo anvet Tarkin d'ar grad milourel uhelañ a Moff Bras. Fiziet eo neuze da Tarkin kiriegezh aozadur un arn sekred : Steredenn ar Marv.
- Obi-Wan Kenobi : ur marc'heg Jedi, a zo bet mentor ha mignon Dark Vador. Goude ma vefe bet chenchet tu gant egile et rank Obi-Wan herzel anezhañ. Goude o emgann ez eo gloazhet bras Vador hag ampechet. Da heul an darvoudoù-se ez aio Obi-Wan en harlu war Tatooine e lerc'h ma tiwallo mab e mignon kozh : Luke Skywalker.
- C-3PO : un droid protokol meizet evit an darempredoù etre an dud hag an droided all eo. Komper R2-D2 eo. Perc'hennet eo gant kabiten ar lestr-egor a vez o transportiñ ar brinsez Leia e-kerzh he c'hefredioù diplomatel.
- R2-D2 : un droid atromekanikour meizet evit renkañ ha leviatañ listri-egor. Ar memes perc'hen evit C-3PO a zo gantañ. Dezañ ez eo fiziet gant ar prisez Leia ur c'hefridi pouezhus meurbet.
- Chewbacca : eil levier ha mekaniker lestr-egor Han Solo eo. Ur Wookie bras eo. dezhañ e vez goulennet gant Obi-Wan o c'has da Alderaan.
- Dark Vador : deskard an impalaer hag e feal letanant eo. Ur Jedi deuet da Sith eo. E emgann gant Obi-Wan Kenobi a lezo anezhañ gloazet bras. Ne c'hell chom bev nemet gant harp un harnez du robotikel. Karget eo gant an impalaer Palpatine da zreseal hag en em zizober eus ar rebelled.
Aktourien
kemmañCarrie Fisher : Prinsez Leia Organa
Peter Cushing : Moff Bras Tarkin
Alec Guinness : Obi-Wan « Ben » Kenobi
James Earl Jones : mouezh Dark Vador