Star Wars: Episode V – The Empire Strikes Back

Enepstourm an Impalaeriezh a zo ur film Amerikan doare space opera deuet er maez e 1980, kenskrivet gant George Lucas ha Lawrence Kasdan. Sevenet eo bet gant Irvin Kershner. Adalek ar bloavezh 2000 ez eo adtitlet da Star Wars Episode V: The Empire Strikes Back (Star Wars Rann V : Enepstourm an Impalaeriezh) goude ma vefe deuet er-maez ar rann I.

O Império Contra-Ataca
Sinema
Rann eusNational Film Registry Kemmañ
TitlStar Wars: Episode V – The Empire Strikes Back Kemmañ
Derivative workStar Wars: The Empire Strikes Back, The Empire Strikes Back, Star Wars: The Empire Strikes Back, The Empire Strikes Back Kemmañ
HeuliadStar Wars, Star Wars original trilogy Kemmañ
Danvez pennañflying saucer Kemmañ
Raklec'hiet gantStar Wars: Episode IV – A New Hope, The Star Wars Holiday Special Kemmañ
Heuliet gantStar Wars: Episode VI – Return of the Jedi Kemmañ
EmbannadurA Birodalom visszavág Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwellsaozneg Kemmañ
SevenerIrvin Kershner Kemmañ
SenarioourLeigh Brackett, Lawrence Kasdan, George Lucas Kemmañ
Voice actorFrank Oz, Clive Revill, James Earl Jones, Jason Wingreen, Temuera Morrison Kemmañ
Executive producerGary Kurtz Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñPeter Suschitzky Kemmañ
Frammer filmoùPaul Hirsch, George Lucas, Marcia Lucas Kemmañ
Production designerNorman Reynolds Kemmañ
Costume designerJohn Mollo Kemmañ
Film crew memberBob Anderson Kemmañ
SonaozerJohn Williams Kemmañ
ProduerGary Kurtz Kemmañ
Embregerezh produiñLucasfilm Kemmañ
Soundtrack releaseStar Wars/The Empire Strikes Back – The Original Soundtrack from the Motion Picture Kemmañ
Lec'h an istorHoth, Dagobah, Bespin Kemmañ
Lec'h filmañFinse Kemmañ
Aspect ratio (W:H)2.35:1 Kemmañ
Livliv Kemmañ
Review score8.9/10, 94%, 82/100 Kemmañ
Prizioù resevetAcademy Award for Best Sound, Saturn Award for Best Science Fiction Film, Hugo Award for Best Dramatic Presentation Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Production Design, Academy Award for Best Original Score, Academy Award for Best Sound Kemmañ
Hollved faltaziekStar Wars universe Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
CNC film rating (Romania)A.G. Kemmañ
FSK film ratingFSK 12 Kemmañ
MPA film ratingPG Kemmañ
AssessmentTest Bechdel, reverse Bechdel Test Kemmañ
Renkadur MedierådetFor ages 12 and up Kemmañ
Media franchiseStar Wars Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional planet, fictional moon Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.starwars.com/explore/the-movies/episode-v Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://www.movist.com/movist3d/movie.asp?mid=135 Kemmañ
Star Wars rann 5 : Enepstourm an Impalaeriezh

Eil film ar saga Star Wars eo dre e vloavezh dont er-maez, met ar pempvet film hervez linen amzer hollved Star Wars an hini eo. Eil rann an teir-oberenn orin eo.

Diverrañ kemmañ

Er bloavezh 3 goude Emgann Yavin, ez eo kaset gant an Impalaeriezh sontoù dre ar galaksi a-benn kavout roud eus izili an Emglev Rebell. Kuzhet eo ar re mañ war ar blanedenn skornet Hoth. A benn ar fin e tigouezho ur sont war Hoth, ha daoust dezhi bezañ distrujet gant Luke Skywalker, Han Solo ha Chewbacca e vo kaset ganti dataennoù d'an impalaeriezh war bezañs ar rebelled war Hoth. E-kerzh an darvoudoù-se e spurmanto Luke spered e vestr kozh, ar mestr Jedi Obi-Wan Kenobi a geneilo dezhañ mont war ar blanedenn Dagobah evit kendec'hel e stummadur Jedi gant ar mestr Jedi Yoda.

Buan e tilestr an Impalaeriezh war Hoth ha taget gantañ kamp an Emglev Rebell. Terc'hout a ra ar rebelled gant kalz a boan hag a c'holloù.

Luke a terc'ho gant e x-wing daved ar blanedenn Dagobah lec'h ma kavo ar mestr Jedi Yoda. Deskard Yoda e teuio da vezañ.

Diaesoc'h e voe terc'h Han Solo, Chewbacca hag ar Brinsez Leia Organa e bourzh ar Falcon Millenium. Skoilhet eo hyperpropoulserezh al lestr-egor ha rankout a reont mont d'en em guzhat en ur park asteroidoù a-benn achap d'an Impalaeriezh. Daved ar blanedenn Bespin ez a neuze ar Falcon Milenium a-benn renkañ al lestr. Eno e kavont bod war ur c'her o nijal er c'houmoul renet gant Lando Carlissian mignon kozh da Han Solo.

Kengalvet eo war e lestr-egor Dark Vador gant an Impalaer, e vestr, hag a zo chalet gant Luke hag a vefe mab da Anakin Skywalker. Urzh a zo roet da Dark Vador evit ma ne teufe ket Luke da vezañ ur Jedi. Kinnig a raio Vador klask ober ur Sith outañ, pe e lazhañ ma ne tro ket da Sith.

Gwerzhet eo Han Solo, Chewbacca ha Leia gant Lando d'an Impalaeriezh. Skornet eo Han Solo er c'harbonit ha roet da Boba Fett ur chaseour-war-briz kaset gant Jabba an Hutt implijer kozh Han Solo. Deuet kerse dezhañ ez eo dieubet Leia ha Chewbacca gant Lando. Terc'hout a reont gant ar Falcon Milenium. D'ar poent-se e erru Luke war Bespin goude bezañ rakwellet dre an nerzh e oa en arvar e vignoned. A enep da ali Yoda hag Obi-Wan, aon dezho ne vefe ket prest c'hoazh da enebiñ ouzh Vador eo deuet. Buan e rank talañ ouzh Vador en un emgann sabrenn-laser ha nerzh. E-kerzh ar c'hrogad-se e tesko Luke ez eo Vador e dad. Dre ma nac'h treiñ ouzh tu teñval an nerzh ez eo troc'het dezhañ un dorn gant Vador. Gwelloc'h a kav neuze Luke en em teurel er goulonder evit tec'hout dirak Vador. Dont a raio a-benn da vezañ savetaet gant Lando ha Leia e bourzh ar Falcon Milenium. Dilestret e vo Luke ha Leia war ul lestr rebell, ha mont a raio Chewbacca ha Lando war roudoù Han Solo.

Istor sevenadur ar film kemmañ

Goude berzh ar rann IV ez eo goulennet digant George Lucas ober un eil film gant ar 20th Century Fox. Divizet eo gant Lucas foñsañ e-unan dre amprestiñ en tiez-bank. Buan e verzh ne c'hell ket merañ ar foñsañ, ar produerezh hag ar seveniñ. Dibab a ra neuze Irvin Kershner a-benn seveniñ ar film.

Ar bras eus an istor a oa prest dija, rak sonjet e oa bet en a-raok gant Lucas pa oa o prientiñ ar film kentañ.

Tudennoù pennañ kemmañ

  • Han Solo : ur floder deuet da vezañ mignon ouzh Luke. Piket eo e galon gant ar brinsez Leia. Enrollet eo mui pe vui en desped dezhañ en Emglev Rebell. Priz a zo bet lakaet war e benn gant Jabba an Hutt e implijer kent a c'houlenn ur sammad vras a arc'hant dezhañ.
  • Obi-Wan Kenobi : ur marc'heg Jedi, a zo bet mentor ha mignon Dark Vador. Goude ma vefe bet chenchet tu gant egile et rank Obi-Wan herzel anezhañ. Goude o emgann ez eo gloazhet bras Vador hag ampechet. Bloavezhioù war lec'h ez eo lazhet gant Vador. Kendeuziñ a ra neuze gant an nerzh, ha gellet a ra kaozeal gant Luke dre an nerzh.
  • C-3PO : un droid protokol meizet evit an darempredoù etre an dud hag an droided all eo. Komper R2-D2 eo. Perc'hennet eo gant Luke.
  • R2-D2 : un droid atromekanikour meizet evit renkañ ha leviatañ listri-egor. Perc'hennet eo gant Luke.
  • Chewbacca : eil levier ha mekaniker lest-egor Han Solo eo. Ur Wookie bras eo. dezhañ e vez goulennet gant Obi-Wan o c'has da Alderaan.
  • Dark Vador : ur Sith ha deskard an impalaer eo. Karget eo gant an impalaer da zreseal hag en em zizober eus ar rebelled. Daoust dezha­ñ bezañ kemeret perzh e emgann Yavin n'en deus ket gellet herzel distruj steredenn ar marv. Dizoloiñ a raio ez eo Luke Skywalker an hini kablus.
  • Boba Fett : Chaseour-war-briz brudetañ ar galaksienn eo. Enrollet eo gant Jabba an Hutt evit adkavout Han Solo.
  • Lando Calrissian : Mignon a-gozh da Han Solo, perc'henn eo bet war ar Falcon Milenium. C'hoarier bras kartoù ha dreist-holl trucher bras e c'hounez en un abadenn e garg a baron-melestrour ur c'her war ar blanedenn Bespin. Barrek-tre ez eo evel melestrour.