Bocca Baciata
Bocca Baciata | |
Dante Gabriel Rossetti, 1859 | |
Eoullivadur war vezher | |
27,1 × 32,2 cm | |
Museum of Fine Arts (Boston) | |
Boston | |
SUA | |
Bocca Baciata zo un eoulivadur diwar zorn al livour saoz Dante Gabriel Rossetti e 1859, hag ur c'horn-tro en e hent micherel rak kentañ tro e oa dezhañ poltrediñ ur vaouez en hec'h-unan.
Diwar neuze e reas poltredoù niverus en hevelep doare. En oberenn-mañ e oa e serc'h Fanny Cornforth a dalvezas dezhañ da batrom.
An anv
kemmañAn anv Bocca Baciata, da lavarout eo genoù poket dezhañ, zo tennet eus ur c'hrennlavar italianek hag a zo skrivet ouzh kein al livadur:
Bocca baciata non perde ventura, anzi rinnova come fa la luna.
Genoù poket dezhañ ne goll ket e vlaz, dont en-dro a ra evel ma ra al loar.
Meneget eo ar c'hrennlavar en Decameron, dastumad kontadennoù italianek Boccaccio, e kontadenn Alatiel: ur briñsez sarazin kenedek he deus kousket un dek mil gwech bennak gant eizh serc'heg disheñvel en ur ober pevar bloaz, hag en em ginnig da roue an Algarve evel e bried gwerc'h.
Meur a wech e voe awenet Rossetti gant al lennegezh krennamzerel, ha hini bro c'henidik e dad zoken, gant oberennoù evel Beata Beatrix, Dante's Dream, Monna Rosa.
Gallout a rafe an oberenn-mañ bezañ bet levezonet ivez gant ar poltred a reas Millaiseus eus e c'hoar-gaer Sophie Gray, hag echuet daou vloaz kent.