Bodrum
Bodrum (distaget [ˈbodɾum] e turkeg) zo ur gêr eus mervent Turkia, e proviñs Muğla. Ur porzh eo, en arvor Mor Egea, war lez pleg-mor Gökova. E 2013 e oa 36 401 a dud o chom e Bodrum.
Dont a ra an anv Bodrum eus an anv latin Petronium, abalamour ma voe savet ur c'hastell eno er XVvet kantved gant marc'heien Urzh Sant Yann Jeruzalem, hag a oa anvet "Kastell Sant Pêr". En Henamzer e oa eno ur gêr anvet Halikarnassos ( Ἁλικαρνασσός en henc'hresianeg). Brudet eo dre ma oa enni Mozoleon Halikarnassos, ur bez meur savet evit Mausolos, roue Karia, hag a zo unan eus Seizh Marzh an Henved.