Bogurodzica
Bogurodzica (Theotókos, "Mamm Doue") zo un azeulgan katolik polonat eus ar Grennamzer, skrivet etre an Xvet hag an XIIIvet kantved hag a oa deuet da vout kan broadel ar Stad polonat d'ar mare-se.
Kanet e voe bet Bogurodzica a-raok emgann Grunwald (Žalgiris evit Lituaniz ha Tannenberg evit an Alamaned) gant marc'heion Polonia. An emgann-se a enebas Lituaniz ha Poloniz renet gant Lituaniz Vytautas ha Jogaila/Jagiełło, ouzh ar varc'heion deutonek renet gant Ulrich von Jungingen.
Lakaet eo bet e stumm rock gant strolladoù polonat a-vremañ.