Emgann Grunwald, pe emgann kentañ Tannenberg, pe c’hoazh emgann Žalgiris, a c’hoarvezas d’ar 15 a viz Gouere 1410 e-kerzh ar brezel Polonat-lituaniat-hag-alaman hag ar c’hroaziadegoù balt. Ar c’hevredadur skoulmet etre rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur Lituania, renet a-getep gant ar roue Jogaila (Władysław Jagiełło evit Poloniz) ha gant An Dug Meur Vytautas (Witold), a voe trec’h en emgann-mañ war an Urzh Teutonek bleinet gant ar Mestr Meur Ulrich von Jungingen. Mervel a reas pe prizoniet e voe al lodenn vrasañ a bennoù bras an Urzh. Daoust ma ne gollas ket hemañ-diwezhañ re a dachenn da-geñver Feur-emglev peoc’h Toruń (1411) e voe gwanaet da-heul emgann Grunwald ha ne adkavas morse e c’halloud kent. D’e heul ivez e eskoras ur riez galloudus nevez e reter Europa: unaniezh Polonia ha Lituania (ha zeuy da vout Kenunaniezh Polonia ha Lituania er XVIvet kantved).

Emgann Grunwald
Tamm eus ar C'hroaziadegoù balt

Emgann Grunwald (Bitwa pod Grunwaldem), livadur gant Jan Matejko.
Maread 15 a viz Gouere 1410
Lec'h e-tal Grunwald ha Tannenberg e Prusia
Disoc'h trec'h Jogaila ha kevre Poloniz ha Lituaniz
Emgannerien
Urzh Teutonek
Goprsoudarded kornogat
Lituaniz
Poloniz
Ruthened,...
Pennoù-brezel
Ulrich von JungingenVytautas
Jogaila
Niver a emgannerien
27 00039 000
Kolloù
200–400 marc'heg lazhet
8000 den marv (14 000 prizoniad)
dianav

Unan eus brasañ ha krennusañ emgannoù ar Grennamzer e voe.

Chomet eo bev mat en eñvor ar pobloù alaman, poloniat, lituaniat, ha belarus. Dreist-holl en hini Poloniz ha Lituaniz. Ha lidet e vez an emgann gant ar re-mañ diwezhañ.

Anvioù ha mammennoù

kemmañ

Anvioù

kemmañ

C’hoarvezout a reas an emgann war tiriadoù Stad-venec’h an Urzh Teutonek (Ordensstaat) war gompezennoù etre teir c’hêriadenn: Grünfelde (Grunwald) er c’hornôg, Tannenberg (Stębark) er biz, ha Ludwigsdorf (Łodwigowo, Ludwikowice) er su. Jogaila a gomz eus al lec’h evel-henn: "loco conflictus nostri, quem cum Cruciferis de Prusia habuimus, dicto Grunenvelt". Ar gronikerion boloniat goude a veizas an anv Grunenvelt evel Grünwald a dalv “koad glas” en alamaneg. Lituaniz a zegemeras an anv-mañ diwezhañ ouzh e dreiñ e lituaneg ger-evit-ger: Žalgiris (diwar žalia, "glas/gwer", ha giria, "koadeg"). An Alamaned, int, a reas Tannenberg anezhañ (“run ar gwez sapin”).

Anvet eo neuze: Schlacht bei Tannenberg gant an Alamaned, Bitwa pod Grunwaldem gant Poloniz, Žalgirio mūšis gant Lituaniz.

Neoazh, “Emgann Grunwald” eo an anv a roer dezhañ peurliesañ e broioù arall.

Mammennoù

kemmañ

N’eus ket kalz a zielloù solius, neptu ha kenoadek a-zivout an darvoudoù. Poloniat al lod bras anezhe. An hini pouezusañ eo ar c’hCronica conflictus Wladislai regis Poloniae cum Cruciferis anno Christi 1410, bet skrivet nebeut war-lerc’h an emgann gant un den test a-lagad.

Kenarroud istorel

kemmañ
 
Soudarded lituaniat o stourm ouzh soudarded an Urzh Teutonek.

Da geñver ar c’hroaziadegoù balt, hag ur wezh bout bet trec’h war an Henbrusianed en XIIIvet kantved, e troas ar verc’heion deutonek, un urzh relijiel milourel nevez staliet er broioù balt, o selloù ouzh paganed Dugelezh-Veur Lituania, dreist-holl war Samogitia, ur rannvro lituaniat lec’hiet etre tiriadoù an Urzh ha re ar Varc’heion douger-kleze. Dav e voe da Lituaniz dilaoskel Samogitia d’an Urzh e 1381.

E 1385 e timezas an Dug-Meur lituaniat Jogaila gant Jadwiga Anjev, rouanez Polonia (Unaniezh Krewo). Degemer a reas Jogaila (hag e vro d’e heul) ar feiz kristen ha kurunennet e voe roue Polonia oc’h unaniñ Rouantelezh Polonia gant Dugelezh-Veur Lituania dre ar pennoù (ne voe ket unanet an div vro o-unan). N’en doa ket mui an Urzh alaman a zigarezioù relijiel evit tagañ Lituania enta (pennabeg andro Jogaila ouzh ar gristeniezh, gant ar fed ne c’helle ket naket Poloniz degemer ur roue pagan). Klask a reas avat Mestr-Meur an deutoneged nagenniñ gwiriegezh andro Jogaila. A-hend-arall e kreske an tennderioù tiriadel etre Lituania hag an Urzh a-zivout Samogitia, hag etre ar re-mañ diwezhañ ha rouantelezh Polonia.

E miz Mae 1409 en em savas ar Samogitianed, chomet pagan, a veve dindan gwask an Alamaned. Soutenet e voent gant Lituaniz hag ar re-se gant Poloniz. Prest e voe pep tra evit ma tarzhfe ar brezel. D’ar 6 a viz Eost 1409, war-lerc’h en devout adreñvet e luioù diouzh Samogitia, e tisklêrias ar Mestr-Meur Ulrich von Jungingen brezel da Bolonia ha da Lituania. Fellout a rae dezhañ bout trec'h war an div vro an eil war-lerc’h eben o kregiñ gant Polonia (aloubadeg Polonia-Veur ha Kujawy). Kemer a rejont meur a gêr, hogen aozet e voe un enebargadenn gant Poloniz ha taget e voe Memel gant ar Samogitianed.

Chomel a reas ar c’hrogadoù a-sav betek miz Mezheven 1410. Ladislas II (Jogaila) ha Vytautas a sailhas a-gevret ouzh tiriadoù an Urzh, ar pezh a souezhas ar Varc’heion deutonek a soñje dezhe o dije o zaget pep hini diouzh e du (aozet o doa kerc’hadennoù war an harzoù evit faziañ an Alamaned).

An nerzhioù war an dachenn

kemmañ

Eus un tu en em gave al lu teutonek, ennañ war-dro 27 000 den o tonet eus Prusia hag Europa ar c’hornôg, kanolioù gante. Eus an tu arall edo ul lu polonat-lituaniat kevredet (Ruthened ha Tatared a gaved e bagadoù an Dugelezh-Veur lituaniat) ennañ war-dro 39 000.

Ar sifroù-se, o tonet ag un istorour polonat, zo bet arzaelet ha leiantet e-pad pell gant an istorourion alaman (a lavare ne oa war-dro nemet 11 000 teutoneg ha 17 000 enebour dezhe). Diaes eo gouzout resis an niver ag emgannerion. Ar pezh a zo sur avat ez eo e oa niverusoc’h ar soudarded boloniat ha lituaniat.

Ma oa distankoc’h ar varc’heion deutonek e oant ivez gourdonet, renet hag armet gwelloc’h eget o enebourion.

Dibunadur an emgann

kemmañ

Ergerzhadenn dre Brusia

kemmañ

En em gavout a reas luioù Jogaila ha Vytautas en tu arall ag an harzoù ha treuziñ a-gevret ar stêr Vistula e deroù miz Gouere. Goude e stardjont da gerzhout war-du kastell Malbork, kêrbenn an Urzh Teutonek. Pa ouias Ulrich von Jungingen an dra-se ec’h aozas ul linenn zifenn, hogen klask a reas Jogaila c’hoari tro anezhi dre ar reter. Kerzhout a reas an Alamaned a stur gant arme o enebourion.

War-du an emgann

kemmañ

D’ar 15 a viz Gouere, diouzh ar mintin, en em gavas an div arme war ur gompezenn 4 km² a ec’honder dezhi, etre kêriadennoù Grunwald, Tannenberg ha Ludwigsdorf. Dispakañ a rejont tal ouzh tal o sevel div linenn genstur hervez un ahel biz-mervent. Eus tu luioù Jogaila ha Vytautas en em gave ar marc’hegerezh pounner poloniat a-gleiz hag an hini skañv lituaniat a-zehou.

N’o doa ket gellet ar varc’heion deutonek implijout o c’hanolioù dre ma oa bet glebiet ar poultr gant ar glav.

Deroù an emgann: tagadenn ha souzadenn Lituaniz Vytautas

kemmañ
 
Tud gwisket evel troadeion lituaniat ar XIVvet-XVvet kantved. Tour Gediminas, unan eus arouezioù ar Stad lituaniat zo treset ouzh o skoedoù.
 
Kartenn deroù an emgann o tiskouez tec'hadeg ar varc'hegerion lituaniat (e melen) (e du: nerzhioù an Urzh Teutonek; e ruz: al lu poloniat.
 
Ar soudarded teutonek kelc'hiet ha distro Lituaniz.

Vytautas eo a argadas kostez kleiz lu an Urzh gant ar varc’hegerion lituaniat. Goude ouzhpenn un eurvezh stourm e stagjont ar re-mañ diwezhañ da gilañ ha da gemer an tec’h zoken. Diaes eo hiziv an deiz c’hoazh gouzout hag ur souzadenn vellourel e oa (boaz e oa Lituaniz d’ober van da guitaat an dachenn emgann evit distreiñ ha kelc'hiañ o enebourion). Tachet e veze an istorourion boloniat da embann ne oa nemet un dec’hadeg na mui na maez ha ne voe aet an trec’h nemet a-drugarez d’al lu poloniat. Ha gwir eo n’eo distroet Lituaniz nemet e dibenn an emgann. Evit Lituaniz ez eo, er c'hontrol, a-drugarez da bleustradeg ar varc’hegerion lituaniat m’o deus gellet Poloniz bout trec’h war an Alamaned o vezañ m’o doa klasket ul lodenn vat anezhe galoupat war-lerc’h Lituaniz Vytautas o tarnaouiñ mod-se an talbenn.

Stourmadenn Poloniz-Marc’heion Deutonek

kemmañ

War-lerc’h e tagas ul lod arall ag ar varc’heion gornogat kostez dehou al lu poloniat hag an tu-kreñv a oa gante d’ur mare bennak betek gellout pegañ e banniel roueel Krakow. Adtapet e voe hennezh nebeut war-lerc’h gant Poloniz avat. Koll-gounit e chomas e-pad pell an emgann evit Jogaila. En arvar e voe bet e vuhez zoken pa voe taget gant ur marc’heg alaman.

Dibenn an emgann D’ar poent-se e tistroas al lu lituaniat adaozet war an dachenn emgann o tagañ an adreñv teutonek. War-nes bout beuzet gant Poloniz ha Lituaniz e oa al lu alaman ha klask a reas ar Mestr-Meur Ulrich von Jungingen digelc’hiañ e re o tremen dre douesk Lituaniz, hogen lazhet e voe bet. Dioueret a levier ha kelc’hiet e voe dav d’ar varc’heion deutonek klask sevel ur c’hamp war ar prim. Hogen sezizet hag a-benn ar fin kemeret e voe hennezh ha lazhet al lodenn vrasañ ag an difennourion.

Padet en doa an emgann dek eurvezh.

Disoc’h ha goudevezh

kemmañ

Kolloù ha prizonidi

kemmañ
 
emgann Grunwald (livadur kenamzeriat).

Hervez levrioù kontoù an Urzh ne oa distroet nemet 1 427 den e Malbork. Prizañ a reer e oa bet 8 000 teutoneg lazhet, en o zouesk etre 200 ha 400 marc’heg ha pennoù bras an Urzh, ha 14 000 prizoniad. Dieubet e voe buan a-walc’h ar soudarded a renk izel gant mar en em ginnifent da Grakow war-lerc’h. Poloniz ne viras gante nemet ar varc’heion ar renk uhel evit goulenn dasprenoù evite.

Kendalc’h an ergerzhadenn

kemmañ

War-lerc’h an emgann e kerzhas en-dro arme Jogaila war-du Malbork a voe tizhet d’ar 26 a viz Gouere ha lakaet ar seziz warnañ (kemeret e voe bet meur a gastell hag a gêr arall endeo: Danzig, Thorn, Elbing. Hogen ne oa ket an arsailherion aveet ha prest evit ur seziz hirbad ha ret e voe dezhe disezizañ ar c’hastell d’an 19 a viz Gwengolo ha dilaoskel ar c’hêrioù kemeret gante. Hogen, d’an 10 a viz Here e voe trec’h a-nevez Ladislas II war an Urzh (Emgann Koronowo).

Feur-emglev peoc’h Toruń a voe sinet etre ar vellerion d’ar c’hentañ a viz C’hwevrer 1411. Reiñ a reas an Urzh en-dro rannvro Dobrzyń da Bolonia, asantiñ dilezel e zezoioù war Samogitia ha paeañ digollioù koustus. Gwanaet e oa an Urzh Teutonek ha diaes e voe dezhañ tuta marc’heion nevez (ne oa ket mui a groaziadeg dre ma oa kristen bremañ broioù an trowardroioù). Ne adkavas morse e c’halloud kent.

Emgann Grunwald en arzoù hag el lennegezh

kemmañ
 
Monumant e koun emgann Grunwald e kêr gKrakow.

E Polonia eo chomet bev-mat eñvor an emgann e penn an dud hag en eil hanterenn ag an XIXvet kantved ec’h awenas arzourion ar vro evel Jan Matejko (Bitwa pod Grunwaldem – Emgann Grunwald, 1878) pe ar skrivagner Henryk Sienkiewicz a gont e Krzyżacy (1900) dibun ha kenarroud istorel an emgann gant ur sell broadelour (kasoni ouzh an Alamaned hag un tamm dismegañs e-keñver Lituaniz).