Bohuslav Balbín
Bohuslav Balbín (3 Kerzu 1621, Hradec Králové - 28 Du 1688, Praha) a oa ur skrivagner, istorour ha Jezuist tchek.
Goude e studioù e skol-veur Olomouc e kelennas e meur a skolaj jezuist e Praha. Gouestlañ a reas e vuhez da zifenn ar gatoligiezh ha dreist-holl da zifenn istor ar vro hag an tchekeg en un amzer ma rene an alamanekaat er broioù tchek. Lesanvet e voe "Plinius Bohemia" abalamour d'e oberenn skrivet puilh. E skrid anavezetañ eo Vita beatae Joannis Nepomuceni martyris (Praha, 1670) ha ganti e voe brudet mojenn Sant Yann Nepomuk.
Oberennoù pennañ
kemmañ- Vita beatae Joannis Nepomuceni martyris ("Buhez Sant Yann Nepomuk merzher") 1670.
- Epitome historica, savet evit difenn an tchekeg.
- Miscelanea historica regni Bohemiae, dek levrenn embannet (diwar an 20 a oa rakwelet) gant danvez a bep seurt diwar-benn Bohemia (douaroniezh, istor, natur, relijion, poblañs, lennegezh...)
- Dissertatio apologetica pro lingua slavonica, praecipue bohemica, embannet e 1775 (goude e varv) evit difenn ar yezhoù hag ar sevenadurioù slavek en Impalaeriezh an Tiegezh Habsburg.