Ur bok zo ur banne bier e brezhoneg Treger, war-dro Lannuon ha Landreger.

Stillleben mit Bockbierglas (Natur divuhez gant ur werennad bier), livet gant Johann Wilhelm Preyer, e 1839

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra eus ar ger gallek bock, deuet eus an alamaneg[1]. Servijet e veze bier, e gwer anvet bock, e tavarnioù Pariz, e dibenn an XIXvet kantved, evel ma tiskouez ar gontadenn c'hallek « Garçon, un bock !... » gant Guy de Maupassant, e 1884.

Dont a rae ar ger gallek eus ar ger alamanek Bockbier, deuet eus Einbeckisch Bier, da lavarout eo bier Einbeck pe Eimbeck, ur gêrig eus Niedersachsen ma veze breset. En Bavaria e troas an anv da Aimbock, pe Oambock, ha berraet en Bock en XIXvet kantved, abalamour ma vije bet komprenet ar silabenn gentañ (ein) evel ur ger-mell amstrizh, distaget oan en Bavaria[2].

Bock Alamagn kemmañ

 
Einbecker Ur-Bock

Bier kreñv eo, ouzhpenn 14% a alkohol dezhañ, teñval e liv. Ne vez graet nemet en nevezamzer ha diskaramzer..

 
Einbecker Winterbock en ur voutailh "Einbecker" mod kozh

Meur a isseurt zo : Maibock (Heller Bock), zo skañvik; Doppelbock, zo kreñvoc'h ; Eisbock, kreñvoc'h c'hoazh, graet dre skornañ ha tennañ ar skorn. Brudet eo an anv ha breset e vez bier bock en un toullad mat a vroioù dre ar bed.

 
Bock eus an Izelvroioù

Notennoù kemmañ

  1. Diwar cnrtl : http://cnrtl.fr/definition/bock
  2. , Axel Linquist, Deutsches Kultur- und Gesellschaftsleben im Spiegel der Sprache, Wiesbaden, 1955, p. 67.