Ur pennad boks zo ivez.

Ur sport emgann eo ar savatenn, pe boks gall, pleustret gant daou enebour, hag en em gann an eil ouzh egile, pe a daolioù treid, pe a daolioù dorn.

Tennerien Savatenn e 1900

Red eo dezho ober gant manegoù ha botoù, ar pezh a ziforc’h anezho diouzh ar sportoù stourm all evel arzoù-emgannañ.
Kenurzhiet eo er mare mañ e meur a vro er bed a-bezh hag ez eus ur c’hevread etrebroadel abaoe ar bloaz 1985.

Krouet e oa bet ar boks gall e Bro-C'hall, e Pariz, er bloavezhioù 1830-1840 gant Charles Lecour (1808-1894).

Ijinet en doa an den_mañ kemmeskañ teknikoù treid ar savate ha teknikoù meilhoù-dorn ar boks saoz.
War-lerc'h, reoliet oa bet ar teknikoù-mañ er bloaz 1878 gant Joseph Charlemont (1839-1929) ha war e lerc'h gant e vab Charles Charlemont (1862-1944).

Kelennet e oa ivez e-barzh an arme er fin an XIXvet kantved. Abalamour d'ar Brezel-bed kentañ ne chome ket kalz a dud o vont da voksiñ er stumm-mañ. War-lerc'h e oa dihunet a-drugarez d'un nebeud tud entanet evel Pierre Barruzi (1897-1994) ha Bernard Plasait (*1940)

E 1984 e voe aozet Kib kentañ Europa, hag e 1989 Kib kentañ ar Bed.
E 2017 ez eus tro-dro 57 000 a aotreeien e Bro-C’hall.

Sportoù liammet

kemmañ

Bez' ez eus  sportoù  all er c’hevread Savatenn :

  • Savatenn “pro”  
  • Gwalenn emgann
  • Savatenn stumm    
  • Savatenn bazh emzifenn                                                                                                     

Ar c’hevezerezh 

kemmañ
 
Tro-dibab Kib ar bed 2013

« Ar c'helc'h » eo anv an dachenn boks gall.

An arsailh

Touch e enebour eo ar pal en doare kevezadeg-mañ hep skeiñ gantañ; ar maout az aio gant an hini a douch ar muiañ ha gant ar gwellañ teknik hervez ar varnerien. Padout a ra an arsailh 3 frantad 1 vunutenn hanter pe 2 vunutenn.

An emgann

Galloud hag hefedusted zo adkavet er stumm kevezadeg-mañ, a implij an teknikoù evit reiñ taolioù. Aotreet eo badaouiñ e eneber. 3, 4 pe 5 prantad 2 vunutenn e pad ar stourm, diouzh live an dud.

An  ofisielidi

Kevezerezh Savatenn  zo  gwiriet gant ofisielidi :  tredeoged  ha  barnerien. E karg int d’ober doujañ da reolennoù ha spered ar Savatenn, ha diwall ouzh yec’hed korfel ar sportourien. Renet eo ar strollad ofisiel gant ur dileuriad ofisiel hag a ra ivez war-dro ar medisin, den ar padventer, ar c’hourdonerien hag ar prienter.