Bola de Nieve
Ignacio Jacinto Villa Fernandez, ganet d'an 11 a viz Gwengolo 1911 e Guanabacoa ha marvet d'an 2 a viz Here 1971 e Mec'hiko, anavezetoc'h evel Bola de Nieve ("Boul-erc'h"), a oa ur c'haner, sonaozour, ha pianoour kuban.
Gant Benny Moré hag Arsenio Rodríguez eo unan eus an arzourien dreist deuet eus Kuba. Ouzhpenn espagnoleg e kane: e saozneg, galleg, katalaneg, portugaleg hag italianeg e rae ivez.
Ar ganerez Rita Montaner, a sone-eñ piano ganti, a rae an anv-se anezhañ, abalamour d'e vlev gwenn.
Da gentañ e oa bet brudet e Mec'hiko. Goude hepken e teuas Kuba, e vro c'henidik, ha neuze Kreisteizamerika, SUA, ha Bro-C'hall (Pariz bepred) goude. Diwar e benn e lavare: "Yo no canto canciones ni las interpreto, yo soy" (Kanañ ne ran ket, bezañ ec'h on).
Kanet en deus ivez e katalaneg, galleg, italianeg, portugaleg ha saozneg.
En Habana e veze ordinal o kanañ hag o seniñ en davarn « El Monseigneur ». A-du e oa gant gouarnamant Castro, evitañ da vezañ heñvelrevad.
Mervel a reas gant ur c'hwitadenn-galon e Kêr Vec'hiko, p'edo war e hent da Lima, a gare kenañ.
Prezegenn e obidoù a voe distaget gant ar barzh Nicolás Guillén dirak ur mor a dud.
Darn eus e ganaouennoù, evel Ay, Amor, zo bet adkemeret e filmoù Pedro Almodóvar.
Kanaouennoù
kemmañSavet pe kanet gantañ:
- Ay, mamá Inés (1927), Eliseo Grenet
- Mama perfecta, sonaozour dizanv eus an XIXvet kantved;
- Mésié Julian (1943), Armando Oréfiche
- El Manisero (1928), Moisés Simmons
- Bito Manué, tu no sabes inglé (1930), Nicolás Guillén hag Emilio
- Ñango mambo, Armando Oréfiche
- Drume negrita, Emilio Grenet
- No puedo ser feliz, Adolfo Guzmán
- Chivo que rompe tambo, Moisés Simmons
- La vie en rose (1945), Édith Piaf
- Ay, amor, Ignacio Villa
- Si me pudieras querer (1936), Ignacio Villa
- La Flor de la canela (1950), Arturo Granada