Bombezenn FAB 5000NG
Ar vombezenn FAB 5000NG (Rusianeg: ФАБ-5000НГ, NG a dalvez evit anv an ijinerr, Nison Gelperin) a oa ur vombezenn 5 000 kilogramm bannet dre an aer. Implijet e oa evit distrujoù ramzel gant nerzhioù aerlu URSS e-pad an Eil Brezel-bed. An arm-se a oa ar vombezenn galloudusañ eus an holl re a oa gant al Lu ruz.
Iskevrennad eus | aerial bomb |
---|---|
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Treset gant | Nison Gelperin |
Lakaet er servij | 1943 |
Ar vombezenn a oa savet gant an ijinour war ar gimiezh Nison Gelperin (1903-1989) e 1942. Gelperin a ijine ha save bombezennoù gant ur gollo houarn treut, evit chom hep implij re a houarn pe Aluminiom a oa deuet da vezañ ral dre aloubadeg URSS gant nerzhioù lu an Trede Reich. e darn ijinadennoù Gelperin, ar metal na oa nemet 35 dre gant hollad pouezh ur vombezenn.
Implij brezel
kemmañAr c'hentañ wech ma voe implijet ur vombezenn FAB-5000 a voz e-pad nozvezh an 28 a viz Ebrel 1943, pa voe taget kreñvelc'h arvorel Königsberg gant ur bombezadeg. Ar bombezer Pe-8 a daolas ar vombezenn FAB 5000NG eus un uhelder a 5 800 metr a voe hejet dihejet gant nerzh an darzhadenn.
D'an 19 a viz Gouhere 1943, e-pad Emgann Kursk, daou Pe-8 o devoa bannet pep a vombezenn war al linenn tren nepell diouezh Orel, tost da 100 metrad linenn tren a voe riñset. Degadoù a drenioù, ha karbedoù stourm alaman, a voe distrujet ivez. Bombezet e oa bet dija ar mirlec'h eoul-maen hag al linennoù tren gant ur vombezenn d'ar 4 a viz Even ha gant div d'an 3 a viz Gouhere.
Div dagadenn a voe sevenet war nerzhioù alaman d'an 12 a viz Gouhere er memes lec'h. Paouezet e voe implij ar vombezennoù-se dre ma oant re zañjerus evit an nerzhioù soviedel ivez. Hervez mamennoù soviedel e oa bet distrujet daou skraper-oabl leun a izili eus ar Gestapo hag harperien polis Belarusian gant div FAB-5000 e kêr Mogilev, e Bielorusia. Hervez ar mammennoù diasur-se e oa bet sevenet an oberiadur d'ar 26 a viz Mae 1943.
D'ar 7 a viz C'hwevrer 1944, div vombezenn FAB-5000 a voe bannet war Helsinki, e-pad bombezadegoù meur Helsinki 1944. Lec'h pennañ an tren-buzug hag an ti-gar a voe riñset. Nebeut devezhioù war-lerc'h e voe bannet div vombezenn ouzhpenn war kêrbenn Finland. Ar vombezenn FAB-5000 ziwezhañ da vezañ bet bannet e oa bet war ti-gar Brailiv, Ukraina, d'an 9 a viz Meurzh 1944. En graet e oa bet e-pad emgannoù Godell Kamenets-Podolsky, an eskemmoù dre tren a voe harzet e-pad meur a zevezh.