Mahilioŭ
Mahilioŭ (treuzlizherennadur ofisiel), Магілёў (distaget: [maɣʲiˈlʲou̯]) e belaruseg, Могилёв, Mogilev e ruseg (distaget: [məɡʲɪˈlʲof]), מאָלעוו, Molew e yideg, Mohylew e poloneg, a zo ur gêr eus reter Belarus. 360 918 a annezidi a oa o chom enni e 2011. Pennlec'h Voblast Mahilioŭ eo.
Istor
kemmañDiazezet e voe ar gêr e 1267. Un darn eus Dugelezh Veur Lituania e voe eus ar XIVvet kantved betek Unvaniezh Lublin ha krouidigezh Kenglad Polonia-Lituania. Neuze e voe roet da gurunenn Polonia gant an anv Mohylew pe Mogilew. Ur greizenn genwerzhel e oa war an hent a liamm su hag norzh Europa. E 1577 ez eas d'ur geoded frank goude kentañ disrannadur Polonia hage voe staget ouzh Rusia hag a lakaas anezhi da gêr-benn guberniya Mogilev. Etre 1915 ha 1917 e voe lojeiz-jeneral al lu rusian. Derc'hel e voe gant an arme alaman e 1918 ha neuze roet da Republik Pobl Belarus. E 1919 ec'h aloubas al Lu ruz anezhi hag e-barzh Republik Soviedel Bielorusia e voe lakaet. Etre 1941 ha 1944 e voe dalc'het gant an Alamagn nazi.
D'un darn eus Belarus ez eas e 1991.
Armerzh
kemmañUnan eus kreizennoù greantel hag armerzhel pennañ eo Mahilioŭ. Goude an Eil brezel bed e voe savet un deuzerezh-dir vras enni. Ur porzh-stêr pouezus war an Dniapro eo.
Tud dibar
kemmañ- Leonid Isaakovich Mandelshtam, fizikour
- Issai Schur, jedoniour
- Modest Altschuler, penn-orkestr
- Kerent kozh Wayne Gretzky
- Otto Schmidt, skiantour, jedoniour, steredoniour ha den-stad
- Matest M. Agrest, jedoniour ha tudoniour
- Mikałaj Sudziłoŭski, dispac'hour ha skiantour
- Lev Polugaevski, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù belarus ha soviedat, bet ganet e Mahilioŭ.
- David Pinski, aozour yiddichek
Kevreet gant
kemmañGevelliñ
kemmañ
Liammoù diavaez
kemmañ- Coat of Arms
- Mogilev war Wkimapia
- luc'hskeudennoù on Radzima.org
- Kuzul-kêr
- Skeudennoù istorelMogilev
- Un holloueziadur yuzevek a-zivout (Mohilev)