Booba, Élie Yaffa e wir anv, ganet d’an 9 a viz Kerzu 1976 e Sèvres, e Bro-C'hall, zo ur rapour gall. Ezel eo eus al laz Lunatic, gant e geneil Ali, ha brudet e voent e-kreiz ar bloavezhioù 90. Paotr an aferioù eo, gantañ e voe lañset e verk dilhad streetwear Ünkut e 2004. Goude e voe ur c’hwezh-vad, ur merk whisky D.U.C. koulz hag ul lec’hienn internet, ur chadenn skinwel hag ur webradio. Er bloaz 2018 ec’h ehanas Booba da labourat gant ar bosterien arc’hant Ünkut, hag echu gant ar merk se eta. Mauvais Œil eo anv ar bladenn brudet gant Booba hag Ali, ur bladenn aour a c'hounezjont ganti. Gwerzhet en deus ouzhpenn 3 milion a bladennoù. Kalz pladennoù all en deus graet e-unan goude.

Booba
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Senegal Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denÉlie Yaffa Kemmañ
Anv ganedigezhÉlie Thitia Yaffa Kemmañ
Anv-bihanÉlie Kemmañ
Anv-familhYaffa Kemmañ
LesanvBooba, B2Oba, Kopp, Le Duc de Boulogne Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Kzu 1976 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSèvres Kemmañ
BugelQ131424106, Q131424184 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Place of detentionFleury-Mérogis Prison, talvoud dianav, Nanterre prison Kemmañ
Tachenn labourRap, kanañ Kemmañ
Lec'h labourPariz, Miami Kemmañ
Deroù ar prantad labour1994 Kemmañ
Partner in business or sportAli Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurBooba discography Kemmañ
Ezel eusLunatic Kemmañ
TachennFrench hip-hop, gangsta rap, trap music Kemmañ
Label sonerezhTallac Records Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSACEM Kemmañ

E vamm, Lucie Borsenberger, zo a orin belgiat hogen eus Mozel anezhi. Sekretourez eo bet, plac’h ar c’hempenn, ha skolaerez. He-unan e tesavas ar bugel.

E dad anvet Seydou Nourou Yaffa, zo ur muzulman a orin senegalat, eus ar bobl soninke, eus kêriadenn Bakel. Kaset e voe da Frañs e 1955, d'ober dezhañ sioulaat, rak disentus-tre e oa. Studioù kenwerzh a reas, mont da Vourdel, ha da Bariz goude-se, labourat a eure evel mekanografour kontaour e ti Robert Laffont ha Flammarion. Goude se e voe gwerzher pladennoù en ur stal ha manekin evit ar c’hiz o tibunañ e kazi Europa a-bezh. Treiñ a reas war-zu buhez an nozvezhioù parizian, hag an toulloù-noz. Ur bladenn funk a enrollas e 1978. Hanter vreudeur ha c’hoarezed en doa Booba, eus tu an tad. Goude disparti ar gerent ez ejont da chom gant e vamm er Côte d’Azur, pa oa 10 vloaz. Kontañ a ra en doa bet gouzañvet alies diwar ar ouennelouriezh hag ar gwallziforc’hañ e-pad ar prantad-se. Da vBoulogne-Billancourt e tistroas un toullad bloavezhioù diwezhatoc’h.

Pa oa bugel e plije kalz dezhañ ar sport hag ar sonerezh. Gant e vamm e selaoue sonerezh kuban hag eus an Antillez a veze klevet e-mesk tonioù gall all, en abadennoù Club Dorothée, Top 50 pe Jacques Martin : Michel Berger, Renaud pe Desirless. Michael Jackson ha James Brown a blije dezhañ ivez a selaoue e-mesk ur bern traoù all en doa dizoloet dre hanterouriezh e vreur henañ. Ne oa ket Élie Yaffa e-touez ar re zidrouzusañ, skarzhet e voe alies eus ar skol. Truchet en doa war e oad, pa oa 15 vloaz, a-benn gellout mont da zDetroit evit un eskemm, barzh ur familh e-pad ur bloavezh. Desket gantañ ar saozneg, savet ar penn er-maez eus ar sistem gall. Ur wech distroet da Frañs e pakas ur BEP gwerzhour, en ul lise micherel. E-keit-se e krogas da vout empleget e bed an hip hop, da gentañ evel dañsour hag evel MC : (mestr cérémonie) goude, e-se Mestr Abadenn. Stagañ reas da zaremprediñ karter Boulogn, gwir vengleuz fonnus gant a bep seurt rapourien c'hall yaouank ha frouezhus evel (Zoxea, Dany Dan hag Les Sages Poètes de la Rue, LIM gant he strollad Movez Lang, Salif, la Malekal Morte, collectif du Beat de Boul.) E-doug ur veaj er Senegal e kejas Élie Yaffa gant ur c’henderv dezhañ anvet Boubakar, diwar-neuze e krouas al lesanv leurenn « Booba ».

Karierenn sonerezh

kemmañ

gant Ali (1994–2004)

kemmañ

Deus Issy-les-Moulineaux e teue Ali. Asambles e savjont ar strollad Lunatic, brudet-mat, efedus ha bourrapl-tre da selaou. Deuet eo da vezañ unan eus diazezoù ar rap gall, gant IAM, pe NTM. Prantadoù Blablabla mikxtape, Freestyle. Gant egile, embannet war pladenn hemañ all, blablabla. En ur c’hajibi e labourent abalamour ma n’o doa gwir studio micherel ebet. Ar bladenn Mauvais Œil a voe embannet e 2000. Kentañ pladenn en istor da vout pladenn aour, embannet gant ul label dizalc’h. Da-heul e voe ar bladenn Temps Mor e 2002. Dispartiet e voe ar strollad Lunatic e 2003. Kuitaat a reas Booba 45 Scientifics, evit krouiñ e label dezhañ Tallac Records, gant e vamm da verourez. E 2004 e voe embannet Panthéon. Gant ur stilour new-yorkan e savas e verk dilhad Ünkut.

Distro gant ar bladenn Ad vitam æternam (abaoe 2024)

kemmañ

D'an 9 a viz C'hwevrer 2024, dont a ra ar bladenn Ad vitam æternam er-maez, ur souezhadenn peogwir ne oa ket bet kemennet nemet 4 devezh en a-raok. Kenlabour Booba gant SDM, Gato, Sicario, USKY hag Evil P a vez kavet enni.

Burutelloù

kemmañ

Darn a rebech dezhañ bezañ graet abostolerezh evit an arc’hant gounezet aes ha meuleudi an torfedoù. Stourm a ra evit ma vije digresket an tailhoù. Menegiñ a ra kalz ar ouennelouriezh en e c’hanaouennoù, evel da skouer Couleur Ébène, o tifenn a-wechoù saviadoù komunautarour giz amerikan, pezh a ensamm a-zevri. Alain Finkielkraut a damall dezhañ bout ur skigner gouennelouriezh enep-gwenn, abalamour d’e vurutelloù e-keñver ar polis ha pa lak war wel roll impalaerouriezh Frañs en argerzh trevadenniñ Afrika. Lâret en dije war an abadenn kozh “On n'est pas couché” ne vag kasoni nemet ouzh ar BAC, pe ouzh ar polis nested hag a vez feuls e-keñver ar c’hontroloù. N’en deus netra a-enep ar gomiserien nag a-enep an enklaskerien polis, kalz desketoc’h eget ar fliked diazez, hervezañ ha n’int ket oberiant er bannlevioù. E 2007 en dije lâret e-kerzh un atersadenn gant Laurent Ruquier e soñje dezhañ e oa ar bolised arab ha du krisoc’h eget ar re all evit prouiñ ez int archerien vat ha prouiñ int ebarzhet er gevredigezh polis.