Botelo
Ar botelo (e portugaleg ha galizeg), zo ur silzigenn sec'h mogedet, gant kig moc'h, ha tammoù eskern enni. Anvioù all zo c'hoazh : butelo, bucho, palaio de Vinhais, botillo en spagnoleg, butiellu en leoneg, diwar ar ger latin bottellus, a zo bouzell e brezhoneg. Anvioù all zo c'hoazh e toleadoù all.
E Portugal eo brudet an hini anvet chouriço de ossos de Vinhais, e Vinhais, e Trás-os-Montes. E Spagn, e proviñs León, eo ken brudet all hini El Bierzo. E Galiza eo e proviñsoù Lugo hag Ourense e vez graet dreist-holl.
Ouzhpenn kig moc'h a vez lakaet e-barzh : eskern ha migorn kostezennoù a vez lakaet ivez, ha holen, kignon, lore, ha gwin alies, ruz pe gwenn, eus ar vro. Da c'holo e reer gant bouzellenn, c'hwezigell, pe stomog al loen.
Lidoù
kemmañE meur a foar e vez lidet ar botelo:
- en Galiza:
- en Fonsagrada, e proviñs Lugo, er Feira de Exaltación do Butelo, gant ar Ruta do Butelo.
- en Barco de Valdeorras, e proviñs Ourense, er Festa do Botelo.
- en Portugal
- en Quinta das Covas, Gimonde, Tras-os-Montes, er Festa do Butelo e Caldo de Cascas.