Boualem Sansal
Boualem Sansal (arabeg: بوعلام صنصال) ganet d'ar 15 a viz Here 1949 e Theniet El Had, Proviñs Tissemsilt, zo ur skrivagner aljerian-gall. E 2012, e voe gounezet gantañ priz ar romant arab, met ar priz moneizh a voe tennet dezhañ goude ma vije bet Sansal o weladenniñ Israel evit komz e Festival Skrivagnerien Jeruzalem. Bet eo bet enoret gant prizioù lennegel lies, evel priz ar romant gant an Akademiezh C'hall e 2015 evit e romant 2084 : la fin du monde. Brudet eo dreist-holl evel romantour met da gentañ holl e oa un arnodennour. Embann a rae e levrioù en Aljeria, Bro-C'hall pe Alamagn.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aljeria, Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | ⴱⵓⴰⵍⴰⵎ ⵙⴻⵏⵚⴰⵍ |
Anv-bihan | Boualem |
Deiziad ganedigezh | 15 Her 1949 |
Lec'h ganedigezh | Theniet El Had |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Bet war ar studi e | National Polytechnic School, Télécom Paris |
Lec'h annez | Boumerdès |
Relijion | dizoueegezh |
Oberenn heverk | The Oath of the Barbarians, The German Mujahid, 2084: The End of the World, Q67430110 |
Ezel eus | Académie des Sciences d’Outre-Mer |
Harzadenn
kemmañDont a ra da vezañ gall e 2024. Hervez e gamalad Xavier Driencourt, klask a ra neuze « en emstaliañ e Bro-C'hall » lec'h ma 'z eo degemeret e wreg en ospital.
D'an 21 a viz Du 2024, ar gelaouenn Marianne a embanne, e oa bet harzet Sansal 16 a viz Du en Aljer gant ar polis ha lakaet dindan evezh. Gellout a ra bezañ kondaonet d'an toull-bac'h.