Breudeuriezh Beleien Sant Pi X

Ar Vreudeuriezh Beleien Sant Pi X (latin : Fraternitas Sacerdotalis Sancti Pii X, FSSPX) zo ur vreudeuriezh katolik hengounelour anvet diwar ar pab Pi X hag a oa bet diazezet gant an arc'heskob Marcel Lefebvre (1905-1991) e 1970.

Breudeuriezh
Beleien Sant Pi X
Breudeuriezh Beleien Sant Pi X
Anvet hervez Pi X
Diazezet 1970
Diazezer Marcel Lefebvre
Sez Menzingen, Suis
Izili 1135 ezel
Lec'hiennoù web
Lec'hienn Genrouedad www.fsspx.org
Lec'hienn Genrouedad www.fsspx.news
Lec'hienn Genrouedad www.laportelatine.org


Ar vrasañ breudeuriezh hengounelour eo, gant war-dro 700 beleg ha 3 eskob, ha kalz a vreudeuriezh hengounelour a zeu anezhi, evel ar vreuderiezh sant Pêr, hag ar gevredigezh sant Pi V.

Lidet e vez an oferennoù e latin ganto, hervez levr-oferenn 1962.

Savet e voe a-enep ar sened-iliz Vatikan II hag an oferenn nevez, gant youl kloareien ar c'hloerdi pabel gallek deut da welout an Aotrou'n eskob Marcel Lefebvre. Savet e voe d'ar c'hentañ a viz Du 1970 evel un unaniezh deol (e latin: pia unio) gant an aotrou'n eskob François Charrière (1893-1976), eskob Geneva, Lausanne, ha Fribourg. E 1971, ar 24 c'hloareg kentañ a yeas war ar studi beleg en Écône e Suis.

Distoket e oa diouzh Roma abaoe sakr eskobel ar pevar eskob (Bernard Fellay, Bernard Tissier de Mallerais, Alfonso de Galarreta ha Richard Williamson, kaset kuit abaoe 2012) e 1988, hag an eskibien-se a voe eskumunuget gant ar pab Yann-Baol II. E 2009 e voent digastizet, hag abaoe an amzer-se n'eo ket sklaer a-walc'h petra eo stad kanonikel ar Vreudeuriezh.