Ar Breuni a oa ur bobl en Alpoù er I kantved kent JK. Hervez an istorour Strabon (63/64 kent JK. – 24 goude JK) e oant e-touez ar pobloù ilirek.

Bro ar Breuni

Douaroniezh

kemmañ

Amezeien e oant d'ar Genauni.

Menegoù

kemmañ
  • Ar c'hentañ skrivagner a veneg anezhe e oa Strabo[1]. Soñjal a rae dezhañ ez int a orin illirian, evel ma ra Appian diwezhatoc'h[2], a sell ouzh holl bobloù an Alpoù hag an Danav evel Illirianed.
  • Ar Vendelici, avat, zo tostaet dezhe gant ar pep brasañ eus ar skrivagnerien latin (Horatius, Florus) ha Ptolemaios, zo Kelted anezhe.
  • Ar Pseudo-Akron, displeger Horatius[3], a ra Galianed anezhe  : Genauni et Breuni, gentes Gallorum.

Dont a ra anv Ode ar Brenner eus hini ar bobl-se moarvat.

Monumant Turbia

kemmañ

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ. Reted marteze e oa ar Venosted, evel o amezeien, Kelted marteze ivez rak ar wrizienn *bre- a gaver en o anv evel en hini un toullad pobloù all, Kelted peuvuiañ, hogen Germaned pe Slaved ivez.

Notennoù

kemmañ
  1. IV, 6, 8 : Οἱ δὲ Ὀυινδολικοὶ καὶ Νωρικοὶ τὴν ἐκτὸς παρώρειαν κατέχουσι τὸ πλέον· μετὰ Βρεύνων καὶ Γεναύνων, ἤδη τούτων Ἰλλυριῶν.
  2. Illyr., 6 et 29.
  3. Pseudo-Acron, Carmina, IV, 14, 9-10.