Turbia

kumun Bro-C'hall

Turbia (La Turbie e galleg) zo ur gumun c'hall tostik d'an harzoù gant priñselezh Monaco.

Ur gorread a 7,42 km² zo anezhi, hag enni 3 022 a dud o chom e 2018, da lavarout eo 407 a dud dre km².

Istor kemmañ

En Henroma e oa brudet Turbia abalamour d'ar monumant savet da lidañ trec'h an Impalaer Augustus war ar pobloù ligur, Kelted darn anezho.

Er Grennamzer e oa dalc'het gant Republik Genova.

E kontelezh Nisa gozh, e rouantelezh Sardigna, e oa betek 1860, pa voe staget ouzh Bro-C'hall.

Monumant kemmañ

 
Tropaeum Alpium e Turbia

E kreiz-kêr emañ Tropaeum Alpium, ur monumant roman eus ar bloaz 7 pe 6 kent JK en enor d'an Impalaer Augustus.

Lennegezh kemmañ

Meneget eo Turbia e barzhoniezh Dante Alighieri a skrivas en Divina Commedia eo e Turbia emañ harzoù kornôk Liguria.