Brezel Afghanistan (2001-2021)

Brezel Afghanistan a zo bet ur brezel a badas eus ar bloaz 2001 betek 2021. Kroget e oa gant ur C'hengevread etrebroadel renet gant Stadoù-Unanet Amerika evit aloubiñ Afghanistan, freuzañ an emirelezh Taliban ha sevel ur republik islamek degemezret asantet etrebroadel tri bloaz war-lerc'h.

Brezel Afghanistan (2001-2021)
military campaign, argadenn vilourel, conflict, brezel
Rann eusWar on Terror, Afghan conflict, War against the Islamic State, bec'hioù goude soviedel Kemmañ
Anv ofisielAfghanistan Campaign Kemmañ
StadAfghanistan Kemmañ
Lec'hAfghanistan Kemmañ
Raklec'hiet gantAfghan Civil War, Operation Infinite Justice Kemmañ
Deiziad kregiñ7 Her 2001 Kemmañ
Deiziad echuiñ30 Eos 2021 Kemmañ
Abeg pennañGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 Kemmañ

Echuet e oa ar brezel e 2021 goude un argadenn Taliban, a echuas gant freuzadenn ar republik islamek hag adsevel un Emirelezh islamek. Bet e oa bet ar brezel hirañ en istor Stadoù-Unanet Amerika, padet e oa 6 miz pelloc'h eget hini Vietnam (1955–1975).

Bilañs denel ar brezel a zo bet drastus. En holl ez eus bet etre 176 000 ha 212 000 den marvet. 46 319 trevour en o zouez. Ouzhpenn 5,7 milion a Afghaned a zo distroet en Afghanistan goude aloubadeg 2001, met pa oa distroet an Dalibaned er galloud e 2021, 2,6 milion a Afghaned a zo repuidi c'hoazh. E-tro 4 million anezho a zo tec'het d'an estren-vro.

Harp d'an dalibaned

kemmañ

Russia hag Iran

kemmañ

Dres goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, nerzhioù Iran, dreist-holl ar Gwarded reveulzier renet gant Qasem Soleimani o devoa sikouret SUA, dre guzh. Harpet o doa a-enep stourmerien Al-Qaeda a sikoure an Dalibaned. Echuet e oa ar sikour goude ar gomzadenn lesanvet The Axis of Evil a oa bet d'an 29 a viz Genver 2002. Er gomzadenn e oa bet graet eus Iran ur "Stad harper ar sponterezh hag ur riskl evit ar peoc'h er rann-vro". Goude-se nerzhioù lu Iran a oa bet muioc'h-muiañ enebet ouzh an nerzhioù stadunanat er rann-vro.