Brezel ar bigi-kanoliata
Brezel ar bigi-kanoliata zo ur brezel war vor a zo bet etre 1807 ha 1814 entre Rouantelezh Danmark ha Norvegia hag ar Rouantelezh-Unanet e-pad Brezelioù Napoleon. Dont a ra an anv eus an doare-brezeliñ implijet gant an Daned : mont a raent gant listri bihan, bigi-kanoliata, da dennañ war listri bras ar Royal Navy. E broioù Lec'hlenn e vez gwelet ar brezel-se evel diwezh ar Brezelioù saoz, kroget gant emgann Copenhagen en 1801.
Graet e oa ar bigi-se hervez tresoù graet gant an ijinour svedat a orin saoz Fredrik Henrik af Chapman