Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall
Ar Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall a reer eus un heuliad emgannoù a zo bet etre dugelezh Breizh ha rouantelezh Bro-C'hall etre 1465 ha 1491, ar bloaz ma voe dimezet an dugez Anna Breizh d'ar roue gall Charlez VIII.
Kement-se a lakaas fin d'ar brezelioù etre an div stad ha da zizalc'hted Breizh war un dro.
Dont a ra ar brezel-se goude Brezel hêrezh Breizh a reas e reuz etre 1341 ha 1364.
Mareadoù pennañ
kemmañBrezel 1487
kemmañ- Gwelout ar Brezel foll.
E dibenn Mae 1487 e tegouezhas un arme c'hall, tost da 15,000 den enni. Dug breizh en devoa un arme bodet e-kichen Malastreg, enni 600 marc'heger ha 16 000 soudard waqr-droad. met buan ez eas ar C'hallaoued war-raok : kemeret gante Ankiniz, Kastell-briant, Gwerc'h ha Redon. Stourm a glaskas Ploermael met emzaskor a reas goude tri devezh bombezañ ha kemeret e voe d'ar 1añ a viz Mezheven. Tec'hel a reas an dug da Wened, hag alese da Naoned. Prientet e voe difenn kêr-benn an dug. D'an 19 a viz Mezheven edo an arme c'hall dirak mogerioù Naoned. Hir e voe dre ma oa efedus emzifenn ar Vretoned ha ma chome feal ar boblañs, ma oa goprsoudarded estren o skoazellañ, ha teuas soudarded eus Leon ha Kerne da gas kuit an arme estren. Ha kuit ez eas ar C'hallaoued a-benn ar fin d'ar 6 a viz Eost.
Gwitreg avat a yeas a-du gant ar C'hallaoued d'ar 1añ a viz Gwengolo, ha kemeret e voe Sant-Albin ha Dol gant an arme c'hall. E deroù 1488 e voe adkemeret lod gant an dug, ha ne chome ken nemet Klison, Gwerc'h, Dol, Sant-Albin ha Gwitreg etre daouarn ar Gall.
1488
kemmañLevrlennadur
kemmañ- René Cintré, Les marches de Bretagne au Moyen-Âge : économie, guerre et société en Pays de Frontière (XIVe-XVe siècle), Éditions Jean-Marie Pierre, 1992 (ASIN : B01DQHATAO).
- Dominique Le Page & Michel Nassiet, L'Union de la Bretagne à la France, Skol Vreizh, 2003 (ISBN 978-2-9114-4784-6)