Briatadenn
Ur briata, pe vriatadenn (eus ar verb briata, deuet eus an anv briad, deuet eus brec'hiad, diwar ar ger brec'h) a vez graet pa gemerer un dra bennak, pe un den, etre an divvrec'h.
Etre tud
kemmañPa vez daou zen oc'h en em vriata e reont alies gant ur vrec'h en-dro da c'houzoug an den briataet hag unan dindan e gazel, hag e reont ur stardadenn hir pe hiroc'h hervez nerzh o santad. Pokat ha flourañ a c'hall bezañ graet war un dro ivez.
Neuze e tiskouezont mignoniezh, breudeuriezh, kenhoal pe karantez, hervez o sevenadur. A-wechoù e vez graet ivez evit saludiñ pe evit frealziñ.
An Norzhamerikaned zo boas d'en em vriata alies, ar pezh n'eo ket ken boas a se gant an dud e broioù all, pe ne vez ket graet morse ganto zoken, boazioù all ne lavarer ket evel en em stardañ o dorn, joentrañ an daouarn ha/pe stouiñ (en Azia), pe lavarout ur dra bennak.
Skeudennoù
kemmañ-
Briatadenn div vignonez da zeiz eured unan anezhe.
-
Briatadenn daou c'hoarier goude un abadenn beach-volley e Kanada
-
Div c'hoar, livet gant William-Adolphe Bouguereau