Pok
Ur pok zo ur stokadenn graet gant diweuz un den ouzh un den all, pe ouzh un dra all, da ziskouez karantez peurvuiañ, pe doujañs, mignoniezh, c'hoant revel.
Meur a seurt pokoù zo, hervez an doare-ober, gant muzelloù stardet pe gant muzelloù digor, hervez al lec'h ma lakaer an diweuz, war ar jod pe war ar reizh, hervez an dud a boker dezho, serc'h pe kerent.
Tud zo a bok da loened, skeudennoù, delwennoù, mein, douar. Un emzalc'h relijiel e c'hall bezañ, pe neuze oberoù awenet gant treuzkredennoù.
Bevoniezh
kemmañDizemglev zo etre an denoniourien da c'houzout pe un ober desket pe un emzalc'h naturel eo pokat. Pokat a c'hall kas da oberoù reizhel, pa c'hall an danvez embaridi c'hwesa ha blasa feromonoù.
Chas, kizhier, ezen[1], evned, ha loened all c'hoazh, a lip an eil egile, pe a lip tud a-wechoù. Hervez lod skiantourien ez eo kar an ober-se da bokat.
- Pok ha korfadurezh
Pa vezer o pokat e lakaer kalz a gigennoù da labourat : 34 c'higenn eus an dremm, ha 112 all.
Evit pokoù zo e lakaer an teod e genoù an den all ; hennezh a vez graet ar pok martolod anezhañ a-wechoù[2] ; French kiss "pok gall a lavar ar saoznegerien).
- Yec'hed
Kleñvedoù a c'heller tapout dre bokat d'an dud, pa vez viruzoù en halv : mononukleoz, herpes; ar SIDA] avat n'heller ket, goude ma vije c'hoarvezet ur wech e 1997 met abalamour ma oa gwad e halv an hini e oa[3].
Sevenadur
kemmañUr merk a hoal hag a zoug karantezus eo ar pokoù.
E sevenadur ar C'hornôg hiziv e c'hall bezañ ur merk a vignoniezh ivez etre tud en em anavez hag a bok an eil d'egile d'en em saludiñ.
Kement-se a vez graet etre skolidi eus ar memes skol, etre tud er memes labour da skouer. [4]
N'eo ket an holl dud war an douar a ra pokoù.
Er c'hreisteiz d'ar Sahara, en Azia, e Polinezia, e-touez an Amerindianed, ne oa ket anavezet ar pokoù ken na oa bet degaset ar c'hiz gant tud Europa.
Relijion
kemmañ- Mari Madalen a bokas da dreid Jezuz.
- Judaz a bokas da Jezuz ivez ; kaoz a vez eus pok Judaz hiziv c'hoazh.
- Ar pok a beoc'h a vez graet el liderezh kristen,
- Gwelet e vez ar pab a-wechoù o pokat d'an douar pa zegouezh en ur vro.
- Pokat da droad ar pab a ra e weladennerien.
- E broioù zo e poker da walenn ur c'hardinal pe un eskob, da zorn ur beleg.
- Ar gristenien reizhkredennek a bok d'an ikonoù, d'ar groaz, da zorn ar beleg,.
- Katoliked zo a bok d'o chapeled, d'o dorn goude ober sin ar groaz, da c'hloazoù Jezuz war ar groaz, pe da skeudennoù all eus ar Basion.
- Muzulmiz a bok d'ar Maen Du e Mekka e-kerzh an Hajj, an droiad-pirc'hirinañ d'ar gêr nevet.
- Ar Yuzevien a bok da voger Templ Jeruzalem ha d'an Torah.
-
Judaz o pokat da Jezuz ; Izelvos gant Giotto di Bondone
-
Pokat d'ar groaz er relijion gatolik
Pokoù brudet
kemmañAr pokoù er yezh
kemmañ- Ar pok trouz a strak war an divjod
- Ar pokoù c'hwek hag ar pokoù tomm a vez roet war ar genoù, evel ar pok martolod, pe ar pok penn-da-benn.
- Reiñ ur pok Spagn d'ur vaouez zo kement hag he lakaat brazez.
- Pok-ha-pok e vez an dud pa vezont atav o pokat an eil d'egile ; bezañ stok-ha-stok a lavarer ivez.
Skeudennaoueg
kemmañ-
Le Baiser ; Toulouse-Lautrec, 1892
Notennoù
kemmañ- ↑ Hervez al lavar latin Asinus asinum fricat
- ↑ Geriadur Ménard, p. 134a.
- ↑ (en) The New York Times, 11/07/1997
- ↑ (en) The New York Times, 06/04/2006
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Denise Medico-Vergriete : Le Baiser, Alain Stanké Éditeur, Montréal, 2001, (ISBN 978-2-7604-0679-7)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Joshua Foer : The Kiss of Life, The New York Times, 14/02/2006
- (en) Tracy V. Wilson : How Kissing Works – History and Anatomy of the Kiss, How stuff works
- (en) Top 10 Famous Kisses An 10 pok brudetañ, adalek hini Judaz betek hini Spider-Man
Pennadoù kar
kemmañ- Briatadenn
- Kunik
- Pecherig
- Pok ar marv
- Pok d'an dorn
- Pok eskimo
- Pok kloz
- Ar Pok, oberennoù arzel.