Iliz Ortodoks
(Adkaset eus Reizhkredennek)
Iliz ortodoks ar Reter (ent-ofisiel: Iliz katolik ortodoks), pe Iliz ortodoks ent-berr, pe Iliz reizhkredenn[1], eo an eil brasañ Iliz kristen er bed, war-lerc'h an hini gatolik, gant un 300 milion bennak a feizidi, ha diazezet dreist-holl en Europa ar Reter hag en Europa ar Gevred. Savet e voe diwar ar c'humuniezhioù kristen kentañ savet gant ebestel Jezuz e proviñsoù reter an Impalaeriezh roman.
Ortodoksed all a zo ha n'int ket liammet gant ar re-mañ, graet e vez ortodoksiezh ar Sav-Heol eus an hollad-se, diazezet er Reter Nesañ dreist-holl.
Notennoù
kemmañ- ↑ Iliz reizhkredenn, e-barzh Goude J.-K., gant Vasilis Aleksakis, troet gant Alan Botrel. Skrid 2013. Pajenn 7.