Broadelouriezh alamanek

Broadelouriezh alamanek (Deutschnationalismus en alamaneg) a vez graet eus un ideologiezh politikel bet savet gant politikourien alamanek en Aostria-Hungaria hag Impalaeriezh Alamagn en XIXvet kantved. Enebiñ a rae an ideologiezh-mañ ouzh stad liesyezhek ha liessevenadurel an Habsbourged hag ouzh ar Slaved o chom eno. Soñjal a rae ar vroadelourien alaman e oant Alamaned ha n'eo ket Aostrianed, ha goulenn a raent e vefe staget rannvroioù alamanek Aostria-Hungaria ouzh Alamagn. Alies a-walc'h e veze mesket ar pal-se gant santimantoù enepyuzev, enepkloer ha gouennelour. Kendeuziñ a reas ar strolladoù broadelour alaman-se gant an nazied er bloavezhioù 1930.

Hiziv an deiz eo damvarv an ideologiezh-mañ nemet e rannvroioù zo evel Karintia ma'z eus tabutoù diwar-benn ar yezhoù enne.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Andrew G. Whiteside: The Socialism of Fools: Georg Ritter von Schonerer and Austrian Pan-Germanism, University of California Press, 1975 (ISBN 978-0-520-02434-2)
  • (fr) Brigitte Hamann : La Vienne d'Hitler – Les années d'apprentissage d'un dictateur, Editions des Syrtes, 2014 (ISBN 978-2-940523-07-8)